O pesketa

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Annales de Bretagne
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Numéro XVIII, 1902, pp. 212 et ss. – Second prix de recueil de poésie, second prix de sône, mention pour le concours de gwerz au concours organisé par l'Union Régionaliste Bretonne à Quimperlé en 1902.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Avel kuzh-heol deus ar beure,
Broutac’h hon devo c’hoazh hirie :
En ti, er maez gwashañ tommder !
Da besketa gwellañ amzer !

« Yann, prim er prad da vuzhuka !
Fañch, el lanneg da c’hwileta !
Hag, er c’hreiz-se, me a reizho
Glastrenn, linenn hag higennoù. »

Gant difrez paket ma samm lein,
Ma sac’h pesketa war ma c’hein,
Me da redek ’trezek ar stêr
’Vel ’ra d’an ebat an dañser.

Nag a lamm en dour ar pesked !
’Kaerañ fritadenn ’raok nebed* !    [nebeud] 
Flip ! Flip ! Bec’h zo war ar c’hwiled,
Met foei warne’ ! N’int ’met darsed !

Du-hont, dindan ur bouchad gwern,
E tle bezañ duzhed dre vern ;
Deomp goustadik a gammed flour,
Anez… Aet hor c’hoan gant an dour.

Flip ! Flip ’dare ! Paket unan !
Dreist penn ’meus her stlapet el lann !
Gwall fourgas ’ra du-hont, e krec’h,
Wan an amann e vezo bec’h.

Pe vezin distro war ma c’hiz,
’Vo lâret c’hoazh ’vel ’mañ ar c’hiz :
« Gant seurt amzer da besketa !
Me ’ouie n’ho pije netra ! »

Me a droc’ho : « ’Leizh ho kenoù
Eo laosket gevier divalav ;
Biskoazh den ’diotoc’h, Naig…
Stouvit ho peg, ha d’ar bilig ! »

Met, ar pesk du-hont a vo poac’h* ;    [poazh] 
Hastomp hel lakaat en hor sac’h !…
’Tro Doue !… An darvoud flemmus !…
Da c’hlesker setu aet ma dluzh !

Ur c’hi a dapfe un taol troad,
E-lec’h an askorn da lipat,
N’afe d’e loj gant mui a herr,
’Vit nann on distroet d’ar gêr.

’Vel ur penn mouzhet ’hed an hent,
O krozmolat etre ma dent :
« Perak er stêr emañ kevret
An dluzhed hag ar gleskered ? »

Met, ’vel mañ ’n amzer, her kemer
Zo ar gwellañ tra da ober ;
Ba ! En dro-mañ… Evel bepred
’Meus gwelet c’hoazh kalz a besked !!