ar Falc’herien

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Rennes, Manuscript 0990 from the Bibliothèque municipale of Rennes « Les Champs Libres »
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
pages 165-166
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Dek eur ane’i : ar falc’herien,
Trenk o roched gant ar c’hwezenn
’Ro bronn d’o filc’hier er c’hlazenn.

En neñv digatar, an heol splann,
Trec’het ar c’houmoul da gentañ,
A flemm, a vroud ’vel elvoù tan.

Ar skrilhed paour, ’hed ar bradenn,
O ouelañ, ’nerzh o c’horzailhenn
D’o neizhioù gwallet, didoenn.

Ur plac’hig gant straed* an druzez,    [« gosier »] 
O tonet skañv ’vel un heizez,
War he fenn chistr en ur bodez.

Hag a gan, ma’z eo un drugar :
« A-viskoazh eo bet ar mouar,
Da derriñ sec’hed, tra goular.

» Laezh he mamm a fell d’an onner,
Dour, e-barzh ar poull, d’ar glesker,
Ha chistr, ’leizh e sku’ll*, d’ar falc’her ! »    [skudell]

Gant toull ar gled* arru ar plac’h :    [kledour] 
« Start, paotred, eme an ozac’h,
Bremañ hon devo ur bannac’h !

» Neb ’vo er penn all ar primañ
’Nevo ar skudellad kentañ
Hag ur… gomz vat gant Helena. »

Ar c’heinoù raktal da grommañ,
An divrec’h da sachañ kenañ
Hag ar geot druz da gostezañ.

    ***

Pell n’eo padet an hun-kreistez
Ha ’benn peder eur d’abardaez
Setu falc’het ar prad gante.

Helena evit an eil tro
Er prad adarre zo distro
Gant soubenn gig-sall er sku’lloù.

Hag an ozac’h kozh da lâret :
« Bec’h de’i ha diskouezomp, paotred,
A zo difenn en hor bruched.

» Selaouit ervat : er wech-mañ
’N hini ’vano an diwezhañ
E lodenn ewar skign gantañ,

Un tamm mezhek en em gavo,
Rak da Helena e ranko
Dougen d’ar gêr pod ha sku’lloù ! »

    ***

Ha skuizh e oa ab’oe veure,
Ma teuas gantañ al lore,
Pe bezañ mezhek forzh na rae ?

N’ou’n ket ! met Denez Gatelan
Oa bet da adlein ar c’hentañ,
Oa d’abardaez an diwezhañ.

Ha ne oa tamm mezhek e benn,
Podez ha sku’lloù o tougen,
Gant Helena dre an draonienn !