ar Falc’herien
- Adela
- ur Bannac’h c’hoazh
- ar Botaouer-koad
- Dalc’h, kroaz vihan !
- un Distro poanius
- E-tal ar wazh
- un Eured
- ar Falc’herien
- Falz kredennoù
- ur Fentadenn
- un Huñvre
- Ma c’hoarig Virg
- O pesketa
- ar Portezer
- War marv an Aotroù Lec’hvien
- Adeured ha jolori
- Fañch ar Beulbezh
- Kef Nedeleg
- Son ar butuner
- ar Person kozh
Dek eur ane’i : ar falc’herien,
Trenk o roched gant ar c’hwezenn
’Ro bronn d’o filc’hier er c’hlazenn.
En neñv digatar, an heol splann,
Trec’het ar c’houmoul da gentañ,
A flemm, a vroud ’vel elvoù tan.
Ar skrilhed paour, ’hed ar bradenn,
O ouelañ, ’nerzh o c’horzailhenn
D’o neizhioù gwallet, didoenn.
Ur plac’hig gant straed* an druzez, [« gosier »]
O tonet skañv ’vel un heizez,
War he fenn chistr en ur bodez.
Hag a gan, ma’z eo un drugar :
« A-viskoazh eo bet ar mouar,
Da derriñ sec’hed, tra goular.
» Laezh he mamm a fell d’an onner,
Dour, e-barzh ar poull, d’ar glesker,
Ha chistr, ’leizh e sku’ll*, d’ar falc’her ! » [skudell]
Gant toull ar gled* arru ar plac’h : [kledour]
« Start, paotred, eme an ozac’h,
Bremañ hon devo ur bannac’h !
» Neb ’vo er penn all ar primañ
’Nevo ar skudellad kentañ
Hag ur… gomz vat gant Helena. »
Ar c’heinoù raktal da grommañ,
An divrec’h da sachañ kenañ
Hag ar geot druz da gostezañ.
***
Pell n’eo padet an hun-kreistez
Ha ’benn peder eur d’abardaez
Setu falc’het ar prad gante.
Helena evit an eil tro
Er prad adarre zo distro
Gant soubenn gig-sall er sku’lloù.
Hag an ozac’h kozh da lâret :
« Bec’h de’i ha diskouezomp, paotred,
A zo difenn en hor bruched.
» Selaouit ervat : er wech-mañ
’N hini ’vano an diwezhañ
E lodenn ewar skign gantañ,
Un tamm mezhek en em gavo,
Rak da Helena e ranko
Dougen d’ar gêr pod ha sku’lloù ! »
***
Ha skuizh e oa ab’oe veure,
Ma teuas gantañ al lore,
Pe bezañ mezhek forzh na rae ?
N’ou’n ket ! met Denez Gatelan
Oa bet da adlein ar c’hentañ,
Oa d’abardaez an diwezhañ.
Ha ne oa tamm mezhek e benn,
Podez ha sku’lloù o tougen,
Gant Helena dre an draonienn !