Dalc’h, kroaz vihan !
- Adela
- ur Bannac’h c’hoazh
- ar Botaouer-koad
- Dalc’h, kroaz vihan !
- un Distro poanius
- E-tal ar wazh
- un Eured
- ar Falc’herien
- Falz kredennoù
- ur Fentadenn
- un Huñvre
- Ma c’hoarig Virg
- O pesketa
- ar Portezer
- War marv an Aotroù Lec’hvien
- Adeured ha jolori
- Fañch ar Beulbezh
- Kef Nedeleg
- Son ar butuner
- ar Person kozh
d’an aotroù Vallée, rener « Kroaz ar Vretoned* » [ur gelaouenn]
Dalc’h, kroaz vihan !
A-boan e oas deut en hon zouez,
Tud diskiant ’lâre ’n ur vouezh
’Rankfes pakañ.
Dalc’h, kroaz vihan !
An avel ’dlee da ziskar
’Sankas da wrizioù en douar
Donoc’h-donañ.
Dalc’h, kroaz vihan !
Strizh ha diaes e oa da hent :
Mont war-raok ’teus graet evelkent
Hep diskuizhañ.
***
Dalc’h, kroaz vihan !
Ur gozhenn ’tevoa da arat,
Ha bepred difonn e teul had
An troc’h kentañ.
Dalc’h, kroaz vihan !
C’hwec’h vloaz zo ’troez an irvi :
Me ’wel un eost o tareviñ
Deus ar c’haerañ.
Dalc’h, kroaz vihan !
Dav de’i ha bec’h war al labour !
A bep tu ’teuio dit sikour
El leur-zornañ.
***
Dalc’h, kroaz vihan !
Kavet em eus ’n ur gozh lojenn
Ur blokad tud evit az lenn
’Tilezen koan.
Dalc’h, kroaz vihan !
’Vez ket foetet er fornigell ;
Pleget kloz e vez en armel
Er c’horn sklêrañ.
Dalc’h, kroaz vihan !
Pa ver karet evel ma’z out,
War vignoned ’c’heller fiout
Ha ’n em harpañ.
***
Dalc’h, kroaz vihan !
Yezh hon bro oa hanter-varv,
Met ken yac’hus eo da louzoù
Ma rank bevañ !
Dalc’h, kroaz vihan !
Mil bennozh war ar Vretoned,
Ha mallozh ruz d’ar C’hallaoued
’Klask hon flastrañ !
Dalc’h, kroaz vihan !
Doug bepred sonn banniel hon feiz,
Ha kerzh en hent ’gas da Zoue
Er penn kentañ !!!