Ma c’hoarig Virg

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Rennes, Manuscript 0990 from the Bibliothèque municipale of Rennes « Les Champs Libres »
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Pages 181-182
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Baron Jaouioz (Barzhaz-Breizh)

Virg zo ur vrav a grennardenn,
Daoulagad c’hoarzhus, blev melen,
’Vel yourc’hig ar c’hoad e red skañv,
Flour eo ’vel ur vokedenn hañv.

’B’oe veure ar plac’hig lirzhin
He deus paouezet da c’hoarzhin :
Ur barrad glav a zo kouezhet
Hag ar vokedenn zo glebet.

« Ma breur henañ, te ’lâro din
Perak ma mamm ’difenn ouzhin
Mont da neizhata adarre,
Dre ar brouskoad, ’vel warlene ? »

« Virg, ur c’houlz ’deu, er brouskoadoù,
Kaout naered e-lec’h neizhioù,
Ha p’o deus flemmet an naered-se,
O bilim ’chom ’hed ar vuhez. »

« Ma breurig ker, ma daou genderv
A glaske ouzhin, dec’h d’enderv,
Perak na’m gwelont ken kammed
’Barzh an draonienn gant ma deñved ? »

« Ma c’hoar, an oanig a dougec’h,
E nevez-amzer, ’n ho tivrec’h,
Mar fellfe deoc’h c’hoari gantañ,
Noazout ouzhoc’h ’rafe bremañ. »

« Matilin, da’z c’hoar te ’lâro
Ha perak d’an nezadegoù
Va-unanig na’m lezer ken
Da vont, e noz, er vilajenn ? »

« C’hoarig Virg, m’hel lavaro dit,
Hag a gement-mañ tenn gounit :
Gant koulm dener ’guita* ar c’hoad    [guitaat]
E tegouezh ar sparfell timat ! »

« Ma breur, krennardezed ma oad
A ya, pep sulvezh, d’an ebad ;
Plijadur a ve, emeze,
Ha perak n’afen ket gante ? »

« Virg, an tostañ d’ar rozenn flour
’Kaver broudoù an drein treitour ;
Gwareg ar glav ’krog da barañ,
Avel, arneñv deus ar gwashañ. »

« Tilin garet, te ’lâro din
Perak e c’hoarzh kement ouzhin
Ar varrerien ’barzh ar parkoù,
Pa gasan d’e o adver’nioù* ? »    [adverennioù]

« Ma c’hoar, en erv pe ’benn an ed,
Er c’halonoù ’sav joaiusted ;
Pa darev lin al liorzhoù
A dosta al linerigoù »…

’N he daoulagad c’hoarzhus n’eus ken
Daeroù dourek war he malvenn ;
Met n’oun ket petra zo manet
’Vel ur c’houmoul war he spered.

Ha ma c’hoarig, hanter-iskuit,
A richane, o vonet kuit :
« Linerigoù… sparfell… naered…
Petra eta ’glaske lâret ? »