ar Person kozh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 01/04/1900
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    war don Kentoc’h mervel, o va Doue

Peurachu gantañ e bedenn,
E gi Medor en e gichen,
Ar person kozh, e-tal an tan,
O c’hortoz lein ’zo o tommañ.

Pan e tegouezh war div vranell,
Ur paourig hag eñ diskabell.
« Un tamm bara me a zebrje
Mar rofec’h din, en an’ Doue. »

– God, it timat da reiñ digor
D’ar paour a zo ouzh toull an nor ;
Er gegin dirazañ ’lekfet
Al lein hoc’h eus ’vidon aozet.

– Met, aotroù person, pelec’h ’ta
’C’hin da glask deoc’h evit leinañ ;
Goût a rit ’omp e penn ar s’un :
C’hwi pe ar paour a ranko yun.

– God, ober penn n’eo ket sentiñ,
Ha sentidigezh a blij din,
War yun mar degouezh din mervel
D’an neñv skañvoc’h ’vezo sevel.

Un deiz goude e oferenn
’Wel un den o tont war arbenn :
« Aotroù person, c’hwi zo ken mat
Truez dimeus ur paourkaezh tad.

Ur miz zo, gant reuz ha kleñved,
Gant taol-labour n’am eus kroget,
Hag er gêr ma bugaligoù,
O ouelañ gant naon ha riv. »

– Godig, ma yalc’h, pelec’h emañ,
’Vit an den aour a zo amañ ?
– Aotroù, n’ho peus, war ma c’hredenn,
Nemet an tamm arc’hant-se ken.

– God, vad ’ra reiñ an aluzen,
Ha poanius-bras eo he goulenn ;
Aour hag arc’hant, pa vin marv
Na savfont da’m heuilh d’an neñvoù.

    ***

Erc’h ha skorn, an evnedigoù
A chom hep flach ’hed an hentoù.
Hep tan ’n o zi ar beovien* gaezh,    [beorien ?] 
A zo talvoudek a druez.

– Aotroù, hep kaout, a-veure,
’Meus klasket ho mantell nevez.
– Mard eo ma mantell ’c’heus klasket,
Hoc’h amzer, God, c’hwi ’neus kollet.

« Dec’h d’abardaez me he roas
D’ur c’hlasker-boued oa hanter noazh ;
Iskis war gozh dilhad nevez :
Ar paour ’vidon ’bedo Doue.

    ***

Ar person d’ar krec’h zo pignet,
Da glask hag eñ ’c’hello kousket ;
Ur c’hozhiad, achu an deiz,
’Vel ur bec’h plom ’gouezh ’n e wele.

Mouezh ar c’hloc’hig e-kreiz an noz,
A dihun krenn ar person kozh ;
Ur c’hlañvour e-par ar marv
O c’houlenn e sakramantoù.

– Aotroù person, ma am c’hredet*,    [c’hredit] 
D’ho kwele e tistrofeet ;
Warc’hoazh, pa e tarzho an deiz,
Diwallusoc’h ’vezo bale.

– Ur c’hlañvour zo, ouzh ma gervel,
Ha difreañ, God, din a fell ;
Pe e ve deiz, pe ne ve ket,
Ar marv na c’hortoz kammed.

Biskoazh, e-pad ma hir vuhez,
Deus ma foan n’am eus bet truez,
Amzer a-walc’h, a-raok neubet*,   [nebeut] 
’Mo da diskuizhañ ’n em arc’hed.

    ***

Marv eo person ar barroz,
Evel ma varve hon sant kozh,
Na dastumas tra er bed-mañ,
Met Doue ’dastume ’vitañ !