Fañch ar Beulbezh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 11/10/1908
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    war an ton a garfet
    mat da vezañ kanet war al leurenn-c’hoari, en euredoù hag er predoù

Kentañ gwech ma tougis bragoù,
Me en em gavas ken faro
Ma rankis monet hepdale
D’hen diskouel d’an holl vugale.

Kaout ’ris meuleudi ha gloar,
Ha kalz muioc’h c’hoazh a gailhar :
Krammennet e oan penn-da-benn,
’Vel ur c’hazh ruilhet er vouilhenn.

Er gêr pa degoue’is d’an noz,
E oa ma zad ouzh ma gortoz :
Deskiñ re’s* din, e berr amzer,    (reas] 
Dañsal hep binioù na soner.

Meuleudi ma c’hamaladoù
Ec’h e’s* kuit gant ar bazhadoù ;    [eas] 
Ne chomas eus an abadenn
Nemet bloñsadur ha debren*.    [debron] 

Kentañ gwech ’c’h is d’an oferenn,
E oe streviet en em c’hichen ;
Me da lâret, a vouezh uhel :
« Doue d’ho pennigo, Katell ! »

An holl da sklokal a grogas,
An aotroù person a grozas,
Ha ma mamm fontet gant ar vezh
Eus an iliz am c’hasas ’maez.

War ma zamm chouk festig ar vazh
Ur wech ouzhpenn a c’hoarias :
« Mec’hieg, desk emañ ar c’hiz
Da devel e-pad an ofis. »

Kentañ gwech ’c’his ’ti un ostiz,
Gant paotred yaouank, ’c’h evis,
Moc’hadoù kement ha kement,
Ma vanis kousket war an hent.

Pa dihunis war ur bern mein,
E oa ur vantell ouzh ma c’hein,
Ur pezh boned ewar ma fenn,
Ha d’o heul, ur vrozh, ur gorfenn.

Pa glaskis goût piv ’nevoa graet,
Al loar e oa, hervez glevet :
Skuizh gant he dilhad liv arc’hant,
He doa cheñchet akilhamant.

En hent-houarn kentañ gwech
’N em gavis o vont e bec’h,
E oa ganin ur valizenn,
Ken ledan hag ur varrikenn :

Ur skoed, ’me paotr ar bilhedoù,
A goustfe kas ma atredoù :
« Piv ’lâr deoc’h dougen ma c’houf* brein ? »    [c’hofr ?] 
Ha me d’hel lakaat war ma c’hein.

’Pad c’hwec’h eur, o klemm gant an droug,
E tougis ar c’houf war ma chouk.
Ar veajourien en-dro din
O c’hogeal* hag o c’hoarzhin.    [ober goap ouzh] 

Kentañ gwech ac’h is d’un eured,
E oan dorn-ouzh-dorn gant Janed ;
En em garout a raemp hep mezh,
’Vel daou evn deut er memes neizh.

A-greiz-holl, keit ’oamp o tañsal,
Ma zog a stokas ouzh he zal,
Ha setu koef ma zurzhunell
O nijal kuit war an avel.

Heget gant merc’hed o c’hoapaat,
Janed ’roas din ur fasad ;
An deiz war-lerc’h ’c’h e’s eus ar vro,
Biskoazh ab’oe n’eo deut en-dro.

Evit harz enni da soñjal,
En em lakis da chaseal ;
Ma c’hi Medor, e-kreiz e benn,
Eo a dapas ma c’hentañ tenn !

Kentañ gwech ac’h is d’ar marc’had,
Gant peder glujar ha div c’had,
E felle din kât, ’raok distreiñ,
Ur c’hodellad mat a voneiz.

Unan eus ar gedon, ’michañs,
Na oa ’met baoutet, dre drouk-chañs,
Ha hi en un taol er ruioù,
O tilammet dreist ar stalioù.

’Vel c’hellit krediñ, ne chomis
En em genoù da dreiñ ma biz ;
Ur sell war belec’h mont hepken,
Ha setu me war-lerc’h ma loen.

Tud ar marc’had, e-leizh ar ru,
Oa lod a-enep, lod a-du :
– Pevar real e teuy a-benn !
– Pevar real na deuy biken !

Genaouien, me eo a vo
’N hini ’vo trec’h, ha kenavo :
Setu ar c’had chouchet ’n ur c’horn,
N’em eus warni ’met lakaat dorn.

Sac’h an dien ! ur vaouez gozh
Zo deut da’m luriañ* en he brozh,    [?]
Ha me ’vel un tarzh-kurunoù,
Kou’et en he fanerad uoù* !    [uioù] 

Mezevennet-holl gant ar stroñs,
Ur palastr melen war ma foñs,
War-benn c’hellis sevel, ar c’had,
’Oa skampet pell diouzh ar marc’had.

Gwashoc’h zo ! distro war ma roud,
Foeltr biskoazh nan c’hellis kaout
Ar c’had all, ma feder glujar :
Tagañ a raen gant ar gounnar.

Setu ma gweachoù* kentañ,    [gwechoù] 
Be’añ ’int eus ar fentusañ :
Fañchig ar Beulbezh na reer ken
Ac’hanon dre ar vilajenn.