ar Glaouer hag an Ankoù
Truek e klemme ur glaouer
Dindan ur mell bec’h koad pounner,
Ar c’hwezenn ’tiver eus e dal
Ha poan d’hen tennañ e hanal.
« A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell,
Me mac’het ouzhpenn gant an oad
Ha mibien din un tiad ?...»
Neuze, trec’het gant ar glac’har,
Her stlap e samm war an douar,
En ur c’hervel e an’ Doue
An Ankoù da zont hepdale,
Da zont buan dre drugarez
’Vit lemel gantañ e vuhez.
An Ankoù a zered a-benn
Er soñj mat her rentañ laouen.
Met pa c’houlennas digantañ
Petra ’ta e felle dezhañ :
« Reiñ lañs din, eme ar glaouer,
Da sammañ c’hoazh ma bec’h pounner ! »
Kentel
Deus ar glaouer-mañ tre heñvel
Pet zo, ’lâront, prest da vervel ;
Mar teu an disterañ kleñved,
Setu emaint holl strafuilhet.
Un den hepken, an den santel,
A c’hell kaout gwir c’hoant da vervel
17 Eost 1905