ar Gozh-amzer

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 21/07/1912
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Mantell ar gozh-amzer war ar bed a ziskenn (bis),
Ar c’hoad en deus gwisket e zilhad aour melen (bis).

Ar wennidell* digar zo nijet da bell vro ;    [gwennell]
Laboused Breizh a gan o diwezhañ sonioù.

Prestik an avel-yud a deuio gant kounnar
Da zistag, hep truez, pep delienn diouzh he barr.

Dirak ar goañv kalet joa ar maezioù a dec’h,
Met kalon ar Breizhad zo laouen ha dinec’h.

Serret mat eo an eost ha klozet er solier ;
Bara war ar plankenn, kig sall ouzh an treustier.

Klevit ket er c’harrdi c’hoarzhadeg ha sonioù,
Paotred o c’hwitellat ’n ur valañ avaloù ?

Divrec’h kreñv ha nerzhus a start war an dorchenn :
Ar chistr, en un drouzal, a ruilh er varrikenn.

Na brav e vo bemnoz, ’tal an tan, klozet mat,
’N un debriñ kistin tomm, evañ ur skudellad !

Pegen drant eo tremen nozvezhioù hir ar goañv,
Luskellet, ’n un ti soul, gant trouz ar c’harr-neñv.

Ar vugale vihan war vord o gweleoù ;
Yann-Grenn, ’n ur c’hornig kloz, ’tal paotr ar marvailhoù.

Skabell ar vignoned, renket er plas kentañ ;
An avel o trouzal hag ar skrilh o kanañ...

Leur an ti goloet gant plouz ar ruskennoù,
Ar merc’hed o c’hourdrouz paotred ar sklabezoù.

Hag ar sku’llad* chistr tomm, mammenn al levenez,    [skudellad]
Oc’h ober, hep ehan, tro ar gompagnunezh !...

    ***

Setu perak e trid kalon al labourer,
Pa wel an del melen o nijal dre an aer.

Pep amzer, war ar maez, he deus he levenez ;
E Breizh n’eus ket a lec’h ’vit an dristidigezh !