D’alc’hweder Park-ar-Mestr

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 07/05/1911
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    war don Salud deoc’h, Iliz ma farroz

    Diskan

    Alc’hweder koant, evnig tener,
    Tarnij dre-holl ha kan seder,
    Skuilh e pep lec’h, gant madelezh,
    Komz Doue, peoc’h ha levenez !

War-dro gant an nevez-amzer,
Ha bleuñv kentañ ar pradeier,
E kan, e Breizh, sonioù tener
Ul labousig, un alc’hweder.

A-us da barrouz Pont-Melvez,
E kan dreist-holl, gant karantez :
O vont d’an Neñv gant ar bedenn,
Pe gant ar mennad o tiskenn.

E pep kalon, ’n pep tiegezh,
Rak e brezhoneg, hon yezh kaer,
E strink ar joa, al levenez,
E kan stank, stank, an alc’hweder.

Bep s’un, betek ma zraoniennig,
E tiskenn heklev e vouezhig,
Goune’et gantañ, ma ene,
Evurus a lâr trugarez.

A lavar trugarez gwirion,
A stenn telenn an alc’hweder,
D’ar rener mat, den a galon,
Hen stumm kenkoulz n’e labour kaer !

Neuze, e soñjan gant dudi :
Arabat c’hoazh fallgaloniñ ;
Keit m’he do ebestel ken reizh,
Ar fall na gludo en hon Breizh !

Pa glask kement a falz skridoù
Breinañ spered ha kalonoù,
Frealzus gwelet o sevel
Dre-holl kelaouennoù santel.

Dezhe holl, mil bennozh Doue,
Hag, en anv Breizh, trugarez !
Ra vevfont pell, ’kreiz an enor,
Da deul frouezh santel en Arvor !