ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre IX, fable IV
Kement a ra Doue a zo graet ha graet mat :
Er bed holl dre ma’z an ez eo un dra anat,
Hag ar sitrouilhezenn er brouvo.
Ur bajaneg anvet Garo,
Dre ma kompren ar pikol frouezhenn
Ha pegen munut he zreujenn,
O soñjeal e petra oa an Aotroù Doue
Pa groueas ar sitrouilhezenn,
War an douar, ken izel-se.
M’em boa he savet ouzh ur bod,
Gwez bras, fraezh tev, er c’hiz ma faot !
Pebezh domaj ne vijes ket, va faotr,
Galvet da reiñ da vouezh e kuzul ar c’hrouer ;
Gwelloc’h a vije bet, m’her gwarant, pep afer,
Hag ar c’hraoñ derv ’vije mat
Stag ouzh ur gorzenn gwak ha plad.
Kaer em eus soñjeal em spered,
Doue a rank bezañ manket.
Re a spered am eus hag a vir ne c’hallan
Ober kousk, goude lein, evel an ejen-mañ ;
Hag eñ a-stok e gorf dindan ur wezenn vras,
Ha prestik goude e roc’has.
Mez a yoa a-strolladoù,
A-istribilh ouzh ar bodoù.
Unan, o tistagañ kenn,
A gouezh klok war fri an den ;
Eñ a cheñchas e ganaouenn.
Hola ! ’me Garo, o tihunañ :
Petra zo amañ ouzh va gwanañ ?
O ! pardon din, va fri o wadañ !
Na ma vije bet, e plas mez,
Ouzh an dervenn-se sitrouilhez ?
Doue en deus miret, ha rezon en deus bet,
Hag, e kement a ra, ra vo Doue meulet.