ar Pod houarn hag ar pod pri
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre V, fable II
Ar pod houarn d’ar pod pri
A bropozas beajiñ.
Hemañ ’gavas furoc’h chom
Sioul war e oaled tomm ;
Rak un taolig an disterañ
A ve gouest mat da’m bruzunañ,
Ken na deufe tamm d’ar gêr.
C’hwi, zo kaletoc’h ho ler,
Ne welan ket petra ’virfe ! –
Me ’diwallo ac’hanout-te,
Kamalad, ’me ar pod fer,
Ha kapabl ez on d’hen ober.
Ma teufe tra kalet ebet
Tost da’z kostoù, me, d’ar red,
Etrezoc’h-hu en em risklo,
Ha diouzh ar stroñs me ’tiwallo.
War ar ger-se, ar pod pri
A gredas avañturiñ.
Setu-eñ war-zu an hent bras,
Gant e vignon skoazh-ouzh-skoazh.
An daou c’haezh kamm, war o deir c’har
A derm o gwalc’h. Pep sodell-karr,
Pep bod, pep maen a strop an’e
An eil ouzh kostoù egile.
Ar pod pri, meurbet diaeset,
N’en devoa graet kant paz ebet
Ma’z oe gant e gomper brevet,
Ha lec’h da glemm n’en devoa ket.
Na hentit nemet ho gwir par
Pe a rankoc’h anduriñ
Gwall chañs, hini pe hini,
Eus va daou pod-me, hep mar.