Perina hag he fodad laezh
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre VII, fable X
Perina, gant ur podad laezh
Klok war he fenn, torchennet aes,
A venne erruout difazi e kêr
O vezañ gwisket lostenn-verr,
’Vit bezañ skañv, ha botoù plad,
Ha, laset start, e kerzhe d’an tizh-vat.
En dailh-mañ, ar paotrez kaezh,
Dre ma kerzhe, a gonte priz al laezh :
Gant an arc’hant e pren, nebaon, ur c’hant vioù,
A sav, evit an hañv, daou, tri rumm torradoù :
Me ’digoro va daoulagad,
Dre-se e teuint holl da vat ;
Ouzhpenn zo, du-mañ n’eo ket diaes
Sevel laboused, tost d’an tiez,
Hag Alanig, daoust d’e skiant,
A lezo a-walc’h ganin-me
Evit prenañ, gant o arc’hant,
Un oc’h ebreleg a-zoare.
Me her choazo aes da vagañ,
Ha pa deuio koulz her gwerzhañ,
An eur em bo (petra ’virfe ?)
Da gaout ur vuoc’h hag he leue.
Na pebezh joa pa ho gwelin
Gant ar re all, er foenneg o vreskiñ12 !
War ar ger-mañ, dre joa ar plac’h a r[e]as ul lamm ;
Laezh, porc’hell, laboused, hag al leue hag e vamm,
Skuilhet ha bruzunet tout,
A y[e]as asambles en o roud.
Ar perc’henn gant huanadoù
A lez eno he holl madoù
Hag a ya war he c’hiz da gaout he gwaz d’an ti,
D’en em iskuz ; met riskl zo eviti,
War a glevan, ha dañjer bras
N’en defe tapet fest ar vazh.
12 o vreskenniñ.