an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre I, fable XVII
Un den etre yaouank ha kozh,
E vlev o tennañ war ar glas,
Outañ e-unan a soñjas
Ne vije ket mal a bropoz
Kemeret gwreg ha fortuniañ.
C’hoazh a raje ; arc’hant a voa :
Dezhañ ’maint holl o klask plijout.
Amzer en deus ; n’eo ket ken aes tizhout
Al lodenn wellañ etre kant.
E-touez ar re-mañ, div plac’h drant
War e galon a dapas krog :
(Pep a gwaz o doa bet a-raok).
Unan an’e, mibin ha flamm,
Eben a oa gweñvet un tamm ;
Met goût a ouie, gant he louzoù,
Ober un dresañ d’he roufennoù.
O div, d’o zro, krog en e benn,
En em blije ouzh e gempenn,
Hag, en ur farsal, a denne
Ar blevennoù a zisplije.
An hini gozh war ar blev du
A sache, pa gave he zu ;
Eben a c’hwenne ar re c’hriz,
’Vit degas an aotroù d’he c’hiz :
Kement ha ken bihan m’en em gavas e benn
Ken moal evel ur irvinenn !
Graet oa an taol pa her santas.
Va bennozh deoc’h-hu, ’me ar gwaz,
Merc’hed keizh evit ho labour :
Ne garfen ket, evit kalz aour,
N’ho pije ket moalet va c’hern.
Dre an taol-mañ, me a espern
Mizoù eured ; rak foeltr-biken
Na deu ar soñj-se em c’hlopenn !
Gwreg e fellfe, neb’on, dezhi
Ren ac’hanon d’he c’hiz ha nompas da’m hini.
Joa, en despet d’ar berrukenn,
Am eus ouzhoc’h ’vit ho kelenn.