an Intañvez yaouank
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre VI, fable XXI
Pa varv ur pried, e vez daeroù,
Kri-forzh, gouelvan, huanadoù ;
Met prest goude en em goñsoler :
Uz a ra ’r glac’har gant an amzer.
Kemm bras zo etre un intañvez
Eus a zaouzek miz pe un devezh,
Ha memes e lavaran gren
Ned int ket ar memes den.
Unan an’e a blij d’an dud,
Eben a spontfe loened mut.
Gwaz un itron a oa o vont da bartial
O kuitaat ar bed-mañ evit mont d’ar bed all.
Hi, war-bouez he fenn a grie :
Gortoz ac’hanon, me ’ya ivez.
An ozhac’h hepken a varvas ;
War e lerc’h ar c’hwreg a chomas.
He zad a oa fur ha gouiek9,
A lez he zaeroù da redek.
Petra, merc’h, atav daeroù ?
Atav ’klevin huanadoù ?
Daoust hag ar gwaz hoc’h eus kollet
En deus plijadur ouzh ho kwelet
O beuziñ evel-se ho kened ?
Pa’z eus tud bev c’hoazh, disoñjit an anaon.
Ne lavaran ket deoc’h lezel hirie ho kañv10
Evit gwiskañ warc’hoazh an dilhad a eured ;
Met, da-benn ur pennad, m’ho kavo, mar karit,
Ur gwaz hag a vo en tu all
D’an hini hoc’h eus dioueret.
Met hi a respontas raktal :
Doue ra viro ! Biken ken !
Me ’vo leanez, ha va anken
Na’m c’huitaio morse biken !
He zad he lez. War kement-se,
Pemzek deiz, ur miz a base.
An intañvez a vez gwelet souden,
Gwellañ ma c’hell, o klask en em gempenn
E du, o gortoz flammoc’h liv.
Tri miz ne oant ket aet hebioù
Ma’z en em gavas pizh er gêr
He c’hened hag he laouender ;
Ar mousc’hoarzh hag ar friantiz,
Holl ebatoù ar yaouankiz.
An tad a wel ankouaet he c’hlac’har,
Nag evit-se, ger ne lavar.
Pelec’h emañ an den nevez
Ho poa prometet din ? eme an intañvez.
9 gouiziek
10 kaon