ar Gelienenn hag ar c’harr
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre VII, fable IX
En ur c’hrav sonn, lourd ha diaes,
E fas an heol hag e frouezh11,
C’hwec’h marc’h galloudus a sache
Ur voitur pounner evit doare.
Gwragez, menec’h ha tud kozh
A bigne war droad ouzh ar roz.
Ar jav kaezh a labour ferm,
En dour-c’hwez ar c’hezeg a derm.
Ur gelienenn, en ur bragal,
O skournijañ hag o boudal,
War he meno a soñj dezhi
Kas ar machin, hag a-zevri,
E flemm an eil hag egile ;
War al limon e azez ivez,
E bik ar c’hocher en e fri :
Ned eus nemeti, en ur ger,
A gement a gas an afer ;
Dezhi hepken eo an enor.
Ur serjant eo, e penn ar renkoù,
O plantañ kouraj er c’halonoù,
Evit asuriñ ar viktor.
En dra-mañ, fistoul e klemm c’hoazh
Rak ma lezer an drevell bras
Tout war he c’horf. Manac’h a lenn
E vreviel du ; hag amzer pediñ ’ve ?
Ar c’hwreg a gan war-bouez he fenn ;
Peseurt vat gant ar gwerzioù-se ?
A gelienenn a voud, a rod,
Hag a ra kant seurt kizioù sot.
Dre kalz a boan eo deut ar c’harr d’an trec’h :
Tennomp alan, rak bet am eus kalz bec’h ;
Deut ar poent da’m paeañ bremañ,
Eme ar gelienenn. Kalz tud zo er bed-mañ,
Breserien hag a blant o fri e pep afer ;
E pep afer e ve bras o diouer ;
Kenkoulz ivez eus a bartout
E ve mat o c’has en o roud.
11 evit vroez ?