ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre III, fable XVII
Gwechall Katellig ar gaerell,
Gant he c’horf hir, moan ha displet,
(Rak klañv oa bet, ne oa ket pell),
En ur c’hrignol, dre un toull enk, oa aet.
Rentet eno, an dimezell
A ra meurlarjez a-feson
A bep seurt, youl he c’halon.
Krignañ, debriñ ar pezh a gar :
N’eus nemet Doue hag a oar
Pegement a ed nag a gweg8
A oe lipet gant ar goantig !
Goude ober ur seurt friko,
Savet ken lart evel ur c’ho[le],
Da benn fin ar sizhun, goude bezañ karget
Dizamant da boent lein, un trouz he deus klevet,
Ha dre an toull e fell dezhi tec’het.
Allaz ! ne c’helle mui tremen,
Manket ez eo war ar riboul ;
Met kaer he devoa treiñ, ne gave hini ken.
Hemañ a rank bezañ an toull
Dre behini ez on deut er c’hrignol,
Pemp-c’hwec’h deiz zo, da hirañ-holl.
Souezhet ’on. Ur razh p’hini eo gwell e poan,
A lavar dezhi ken buan :
Er c’hrignol pa antrejoc’h,
Ho korf, komer, a oa mistroc’h :
Kastiz e medoc’h, pa’z oc’h deut.
Evit monet ac’hann e rankit bezañ treut.
Ar pezh a gontant deoc’h a zo bet lavaret
Da galz tud all. Tavomp, rak n’eo ket ret
Silañ an traoù ken pizh, nag ivez kemmeskiñ
Afer an holl gant hoc’h hini.
8 gwig.