Livre I, fable X

Gwellañ lezenn a zo eo lezenn ar c’hreñvañ :
Bemdez e welan se, c’hwi her gwelo bremañ.

         Un oan a dorre e sec’hed
         A-hed un dourig sklêr-meurbet.
                  War ar fed2 e tegouezh Gwilhou :
         Naonek e voa, hag o klask fret.
     Piv, emezañ (oc’h ober gwall selloù),
         Ho gra ken dispont, ken hardizh
Ma troublit va evaj ? – Aotroù bleiz, sellit pizh :
Me ’ped ho majeste, hep fachañ, da welet
         Penaos emaon a-hed ar wazh
         Izeloc’h eviti kant paz ;
     Dre-se, troubliñ hoc’h evaj e nep giz
Ne ran. – Ober a rit ! ’me neuze al loen kriz.
         Ouzhpenn, me ’[v]oar, bloaz zo, hoc’h eus
         Va drouk-prezeget, war ho reuz. –
Penaos a rajen-me, pa ne oan ket er bed ?
Me zo c’hoazh war ma mamm, n’on ket c’hoazh dizonet.
         – Ho preur e oa. – N’am eus hini. –
         Kar e oa deoc’h ! Etrezoc’h-c’hwi
         Ne paouezit, c’hwi, chas ha tud,
         Da reiñ din-me pep seurt gwall vrud.
         M’hen dalvo deoc’h. Hep ken rimal,
         Ar bleiz d’ar c’hoad, hep chipotal,
         En deus stlejet an oanig kaezh
     Hag hen debret hep setañs na prosez.


2 Cf. ar galleg sur ces entrefaites.