an Anevaled klañv gant ar vosenn
- Avant-propos
- ar Glesker hag an ejen
- ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez
- ar Bleiz hag an oan
- ar Fagoder hag an Ankoù
- an Ozhac’h oadet hag e div vestrez
- ar Wezenn-derv hag ar pennduenn
- ar Giozenn hag he c’hamaradez
- al Leon hag ar fubuenn
- al Leon hag ar razh
- an Durzhunell hag ar verienenn
- al Louarn hag ar rezin
- ar Gaerell aet en ur c’hrignol
- ar Pod houarn hag ar pod pri
- ar Pesketaer hag ar pesk bihan
- an Den pizh hag an dozverez aour
- an Intañvez yaouank
- ar Gelienenn hag ar c’harr
- Perina hag he fodad laezh
- ar Merc’hed hag ar sekred
- ar Sitrouilhezenn hag ar mez
- an Anevaled klañv gant ar vosenn
Livre VII, fable I
Un droug hag a zegas an enkrez hag ar spont,
Gouest e-unan, en un taol kont,
Da beurgargañ puñs an Ankoù ;
Taolet a-varr an neñv, abalamour da grimoù
Ha da torfedoù ar bed-mañ ;
Ar Vosenn (pa vo graet he anv anezhañ)
A oa staget evit mat
War al loened a bevar droad.
Ne varvent ket holl, met tout e oant skoet.
Hini pelloc’h ne vez gwelet
O klask souten e vuhez paour :
Pep boued dezho a zo disaour.
Al louarn, nag ivez ar bleiz,
Ne chilpont mui war-lerc’h o freizh ;
Ar par a dec’h pell diouzh e barez :
Ger ebet pelloc’h a c’harantez,
Ha dre gement-se, a dra sur,
Ger a joa nag a blijadur.
Kemennet a berzh al Leon,
E komzas de’ diwar e dron :
Soñjal a ran, emezañ, bugale,
Ar freilhad-mañ zo deut deomp diouzh an neñv,
Dre m’oc’h eus pec’hed, koulz ha me.
Ra zeuy eta ar c’houpablañ
Evit an holl d’en em gouestlañ :
Marteze, dre e sakrifis,
Eus ar mestr bras e harzo ar justis :
Kement-se zo bet graet en amzerioù gwechall.
Egzaminomp eta hon holl oberoù fall ;
Furchomp hor c’houstiañs, diskennomp enni pizh.
Poulzet, siwazh ! gant an naon kriz,
Me ’meus lonket kalz a zeñved,
N’o devoa graet din droug ebet,
Hag ar pastor, zoken, a-wechoù ’meus debret.
Prest ez on d’en em ofr ; met, evit kement-se,
Mat a ve, a gav din, d’an holl kofes ivez.
Sire, eme al Louarn, c’hwi zo re vat roue,
Ha kalz re skrupulus, m’hen tou war va ene :
Nann, kement-se n’eo ket pec’het ;
Ar gloaneien, traoù diskiant ha lovr,
D’an eur m’ho poa i debret,
E rejoc’h de’ kalz a enor ;
Hag, evit fed diwaller an deñved,
C’hwi a virit bezañ meulet,
Dre ma’z eo eus a ras an dud
A venn ober o mestr warnomp-ni, loened mud.
Pep goroer ha pep luban
A savas gant kaoz Dom Alan.
Ne selljont nemet diwar-c’horre
Ouzh pec’hedoù al loened kre[ñv] :
An Tigr, an Ourz, gant skilfoù lemm,
Kement a zoug ivin pe flemm
Ha kement a ziskrogn e zent
A oe ganto lakaet da sent.
Setu o tont tro an Azen.
Soñj am eus, emezañ, en ur prad o tremen,
(Ha c’hoazh da menec’h oa ar bradenn)
An naon kriz, ar geotenn glas,
Hag an diaoul, neb’on, va foulzas ;
Kement ma lipis gant va zeod
War-dro he c’hement all a geot.
N’am boa, pa vo lavaret mat,
Na gwir na perzh ebet er prad.
Achu eo gaoz gant ar c’haezh danteg,
Harao eus a bep tu war korf ar skouarnek !
Ur bleiz hag a ouie, emezañ, al lezenn,
A brouvas difazi penaos Yann an Azen,
Loen divalav, loen disvlevet,
A zo kiriek, dre e bec’hed :
Hogen, lipat geot an estren
A zo penn-kaoz eus ar Vosenn,
Hag a virit bezañ mouget !
Ken buan graet ha lavaret.
C’hwi pere a zo er palez
O gortoz ho parnedigezh,
Diouzh ma viot sempl pe vras
Ho pezo amant pe c’hras.