ar Chas hag an askorn
Author
Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
ar Bobl, 30/09/1905
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :
Kozh chas treut, un devezh, a laeras un askorn,
Mont a rejont gantañ da guzhet en ur c’horn
Hag eno ’n o farfedigezh
I da grignat an askorn kaezh.
An askorn a oa mat ! Kig a oa dioutañ
Hag er c’hreiz, mel deus ar gwellañ,
Met dindan dent ar chas,
Prestik n’oa ken, allaz,
Nemet un tamm krignet
Ha divouedet.
***
Evel-se, ’n hon amzer
Breizh-Izel a weler
I servijiñ d’askorn d’ur bern amprevaned
Lakipoded hag ailhoned
Hag a grign diwarnomp ar c’hig mat tro-war-dro,
Mar na zifennomp ket hon bro
Prestik na vezo ken ’met un askorn marv.
Fañch