Dre an hentoù bihan ha kleuz,
Dre ar c’hoadoù, dre ar parkoù,
’Vel ur balbous gant e benn beuz,
Pa lâran, hastañ ’rae ’n Ankoù !

Mont ’rae, buanañ ma c’halle,
Dre ar mein hag an douar gwak…
« Kement-mañ, ’mezañ, war ma le !
A gousto ker d’unan bennak. »

Na dour, na lann, na mein, na drez,
Na divalavae ar reder,
Lakaet e fulor gant ar vezh
Mui ’vit gant ar boan en e revr.

Pa na zo man war e eskern,
Na zo man evit her gloazañ ;
’Vit e bikat, na drez, na spern,
Na lamm bepred ’vit her bloñsañ.

E galon, yen evel ar skorn,
Zo hep truez ouzh ar glac’har ;
N’eo ’met ur maen, pe un askorn :
An Ankoù ’neus na kar na par.

Mont a rae dindan ar c’houmoul
A boueze war ar bed teñval,
Pa ’n em gavas ur c’hozh ti soul
A-dreuz dirak e aneval.

Gwazh d’an hini ez eo merket
E di gant an Darvoud henozh !
Hemañ vo da gentañ skoet…
– An orolaj ’son hanter-noz.

***

Al lutig ’barzh ar fornigell,
A divoged en ur strakal ;
An o’ac’h22 zo war ur gozh skabell
En e zaouarn pleget e dal.

Skeudennoù ’barzh ar kernioù du…
Marv ar c’hef war an oaled…
Er siminal mouezhioù kerzu…
Daou gorf dister war ur c’holc’hed…

Ar wreg hag ar bugelig klañv…
– Allaz ! skrignet ’neus an dorzhell :
Ar paourkaezh o’ac’h a zo intañv
Hag an tad a zo hep bugel.


22 an ozac’h