I

E kastell ar Bilo, an itron a oa klañv.
– Kement-mañ ’arruas un noz e-kreiz ar goañv. –

Kerent ha mitizhien a yae hag a deue,
Skuizhet ha penngollet gant eizh noz war vale.

Ar c’houevr hag an arc’hant a lugern er c’hambroù,
Strakal ’ra an derv ’barzh an siminaloù.

Deus ar c’hav d’an doenn, an eoul hag ar c’hoar
A lak er prenestroù ur sklêrijenn dispar.

***

An Ankoù, an noz-se, o redek dre ar vro,
Gant e falc’h war e skoaz en em gavas war-dro.

– Hola ! ’me an Ankoù, petra zo ’ta henozh ?
Gouloù dre-holl !… C’hwistim ’ved aze em gortoz ?

An nor-dal oa chomet moarvat digor a-walc’h
’Vit reiñ tremeneri d’ar falc’her ha d’e falc’h.

Sklokañ ’rae an eskern digik ha digroc’hen,
Ha, war ar c’hoad, e dreid kalet ha diarc’hen.

Met setu ar Paotr-Treut, dre ar viñs-veur pignet,
Arru du-se war-laez, war ar plañchod koaret.

– Suilhet ’vo ma eskern, eme ar Falc’her kozh,
Na luc’h ket kement-mañ plañchod ar Baradoz !

« Deomp bepred ! An itron he do an taol kentañ :
He buhez zo luziet, ret eo he diluziañ. »

***

Astennet ’n he gwele, an itron a glemme ;
Diraki he c’herent, dastumet, a c’harme.

Un toullad mitizhien, o c’hortoz an diwezh,
War bennoù o daoulin a bede ar Werc’hez.

Ar peoc’h en ti !… Er-maez, a-wechoù ur gaouenn,
Pe ur c’hi glac’haret ’laoske ur youc’hadenn.

***

Patatrak !… Petra zo ? Jezuz ! Maria ! Credo !
’Kreiz ar gambr, war e revr eo kouezhet an Ankoù.

– Ur wech all, te ’ouio penaos, war ul leur goar,
An eskern sec’h ar ruz well ’vit war an douar !

Ne gredit ket a’non, mar lâran deoc’h ur gaou :
Memes trouz ’raes o koue’iñ evel ur sac’had kraou21.

Met ken buan savet evel ma’z oa kouezhet,
Gant ar foeltr, eñ mezhek, er-maez ez eo redet.

Hepdale, pa deuas d’an dud o speredoù,
Er pellder ’wigoure karrigell an Ankoù.


21 kraoñ