Ni zo deut da ganañ hirie,
          ’Vel en Amzer Gozh,
Pa’z oa ’us d’ar Vro dorn Doue
          O reiñ e vennozh ;
En amzer ma’z oa Breizh-Izel
Ur vro gaer hag ur vro santel :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Ni hon eus savet an ti-mañ
          E-kreiz an dachenn ;
N’eus moger ’bet en-dro dezhañ,
          Hag evit toenn
’Neus ’met bolz sklêrius an neñvoù,
Pe ar gwez, pe ar c’hoabrennoù :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Ni ’fell deomp e vo adsavet
          An holl bardonioù,
Ha, ’vel gwechall, e vo kanet
          Gwerzioù ha sonioù :
Argaset ar skouerioù hudur,
Kemeret ar wir blijadur :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Tostait ’ta bras ha bihan
          Ha pinv’ik ha paour :
Na ganomp ket evit arc’hant
          Kennebeut ’vit aour.
Ni a ro hon poan, hon amzer
’Vit Breizh-Izel hag he braster :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Ar Furnezh hag ar Wirionez,
          Argaset dre-holl,
Siwazh ! ’Barzh an Amzer Nevez,
          Gant an dud diroll,
Ganeomp a vo skoaziet bepred,
En enep da vestroù ar bed :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Amañ ’ta e klevfet meuliñ
          Pezh a dle sevel
An eneoù mat en dudi,
          ’Vel war divaskell ;
Ar fallagriezh, diskuilhet,
A vo taolet d’an Droug-Spered ;
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Evit difenn hon c’hozh Herezh,
          Dreist-holl Feiz ha Yezh,
Ni ’ya e Breizh dre bep parrez
          Hep doujañs na mezh.
’Vel ar beorien ni ’oar bale
Ha kousket war blouz ’vit gwele :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Mar ’pe bet un tamm plijadur,
          P’arrufet23 er gêr,
D’ho re gozh, ha d’ho krouadur,
          Kanit ’ta, emberr,
Ur werz vurzhudus pe ur son
Evit ma sailho o c’halon,
          En o c’hreiz,
Dre garantez evit Breizh.


23 p’arrujoc’h