Sonit, kleier ar Roc’h ha kleier Landreger,
          Sonit ar c’hlaz :
Ur barzh a zo marv, du-hont, ’raok e amzer,
          ’N kreiz ar Gêr-Vras.

Sonit, kleier Plouie ha kleier Sant-Erwan,
          ’Us d’an div stêr ;
Gant mouezhioù glac’harus, kleier, klemmit hon foan,
          War vez, e kêr.

Merc’hedigoù yaouank, displegit ho koefoù,
          Ha c’hwi, gwragez,
’N em vantellit e du, rak hirie zo kañvoù,
          E gwirionez.

O nag a garantez en devoa, ’n e galon,
          Evidoc’h-hu !
Hag evit bro ar brug, an daeroù, ar gouemon
          Hag an ed-du !

Kerzhit ’ta goustadik ha sioul, me ho ped,
          ’Hed an hentoù :
Biken, ma c’hoarezed, da Gellien na zougfet
          Re a gañvoù.

***

Ur goulm c’hlas hag ur goulmig wenn,
En-dro da gozh tour Sant-Mikael,
A nij o div a denn askell,
Hag a nijo da virviken.

Ac’hane ’weler ar mor glas
Oc’h eoniñ war ar c’herreg,
Ar parkeier, gwer ha gouezek,
Betek kein Bre, ar menez kraz.

Ac’hane e weler Briad,
Gweltaz, Maodez, Gwennou hag Erc’h :
Holl Bro-Dreger, seder ha gwerc’h
Dirak selloù an Ermaeziad.

Hon bro a zispak he douster,
Etre ar mor hag ar menez ;
An aer zo leun deus hec’h ene,
Trec’h d’ar gozhni ha d’an amzer.

War vor, war zouar hag en aer,
Dre-holl emañ roudoù ar Sent.
’Vel an dour-red, war ribl an hent,
An daoulagadoù a zo sklêr.

A belec’h, goude ar marv,
Ene ar barzh a chomfe pell
Deus e vro gaer a Vreizh-Izel,
Achu ar vuhez a zaeroù ?

Ar goulm c’hlas hag ar goulmig wenn,
Neizhiet e tour ar gozh iliz,
Zo daou ene deut war o c’hiz :
Eneou Renan ha Kellien.

En-dro dezhe ’grak ar brini,
Met int, en tu all d’ar marv,
A nij, e sklêrder an neñvoù,
En o huñvre, ’us d’an dourni.

E-kichen kêrig Landreger,
Pa vin, me ma-unan, marv,
Me ’yelo davete da’m zro,
Dindan skeudenn un alc’hweder.