Bro an dud kalonek, ha gwechall ha bremañ,
Breizh ! Piv zo bet muioc’h kalonek ’vit hemañ ?

Ar Saozon brein, evel bleizi, da hanternoz,
Dre un drubarderezh, a zeuas er gêr gozh.

Hogen Jafrez Pont-Gwenn oa dihun ’n e wele,
Trouz a glevas. – Lammat a reas war e gleze. –

Trouz binioù-brezel !… « Saozon e Lannuon !… »
– N’eus ket ezhomm harnez d’ar marc’heg a galon –

Gouriz-ler e gleze, skoulmet war e gorf noazh,
Hag e oaf en e zorn, setu eñ en hent bras.

’N e-unan enep kant, ’n e-unan enep mil,
E oaf hag e gleze a dav, a-gleiz, a-bil.

’Vel ur bagad deñved, redet gant ar mesaer,
Ar Saozon, diwadet, zo bountet e kreiz-kêr.

Ar vezh, en o c’halon, en diwezh, a savas :
– « Mil den ’omp o souzañ dirak un den en noazh !

Archerien ! Prim an taol, ’raok n’arruo skoazell !
Pa n’omp kadarn a-dost, bezomp kadarn a-bell ! »

Ur saezh, hi reud ha lemm, penn e c’hlin a dreuzas :
Marc’heg Jafrez Pont-Gwenn, dre ar boan ’vranskellas.

Ar saezh ’n e c’har, ha c’hoazh, e gleze ’lugerniñ,
Souzañ ’reas, goustadik, betek moger e di.

Hag ouzh ar voger c’hoazh harpet e roe bec’h,
Ken na zeuas an nerzh da zilezel e vrec’h.

Met ar Saozon bremañ, kalz nebeutoc’h nec’het,
A dostae, rummus, o bouc’halioù savet.

***

Siwazh ! Na fiñvez ken, marc’heg Jafrez Pont-Gwenn,
Gant ur Saoz digalon eo troc’het dit da benn.

Met en douaroù Breizh zo c’hoazh had eveldout :
Sevel ’ray meur a waz – Doue, ro de’ galloud ! –

Hag ar gwad a redo ’vel an dour a dremen :
Peurbadus eo hon c’houn ! Peoc’h dit, marc’heg Pont-
Gwenn !