Troet deus galleg Charlez ar Gofig

Ur son a zo lakaet e skrid,
Ur son ’barzh ar yezh leonard,
Ur son diwar-benn Marc’harid
          A Geronar.

Pinv’ik ’touez ar pennhêrezed,
An’vezet ’vit ar pinv’ikañ,
Kaset eo bet dec’h d’ar vered,
          Da ugent vloa[z].

– Godig ! Godig ! Ra grozin deoc’h1
Pelec’h ’mañ ho muzell ken flour,
Ho kouzoug gwenn, ho liv ken yac’h
          Hag ho plev aour ?

– Mar karjec’h, mamm, ’oan bet eürus :
Lâret oa deoc’h ; graet ’c’heus ho kiz :
Na zo man, siwazh ! tremenus
          ’Vel ar goantiz.

Petra ’n devo din talvezet
Bezañ koant ’vel ar frouezh dar[e]v,
Mar oan dre hoc’h urzh ankoueet
          Er gêr bep tro ?

Bravañ gwiadenn ’ra pilhoù
Ha koantañ plac’h a ya da gozh :
Dimezit ho merc’hed, mammoù,
          Hep re c’hortoz.

D’ar sul ’vin kaset d’an douar…
War va bez ez hadfet diouzhtu
Spern-gwenn, bleunioù ar gwir glac’har,
          Ha roz-uku2.

O ! C’hwi pere zo pellaet,
Gant ho kalonoù diwirion,
’Vel e pella ’r gwennilied,
          D’ar yenion,

Peogwir en hon maezioù, hirie,
Dijentil, tieg ha mevel
Hoc’h eus holl bremañ ho kwragez
          Ouzh ho kazel,

O ! Tud yaouank deus ma farrouz,
Me ’bedo an Aotroù Jezuz
Da reiñ deoc’h ur vuhez didrouz
          Hag eürus.

Ha bremañ sonit an taolioù
Ha kerc’hit ar c’hontelloù koar,
Na zo man ken ’vit ma selloù
          E Keronar.

War ar c’homzoù-se e varvas…
D’an abardaez, pa gouezh ar glizh,
Ha kanañ ’rae an delioù glas…
          De Profundis !


1 dac’h

2 soursi