Sevenet an diouganoù :
Levenez ’leizh ar c’halonoù,

Hag an awen veur o c’hwezhañ
War spered Breizh o tistrizhañ.

War an daol-vaen eo graet al le :
An eur a sono hepdale.

Arru Lemenig gwenn barv,
Lemenig an Trec’her garv.

Dont a raio ’vel tarzh-an-deiz,
Ha war e lerc’h e kerzho Breizh.

Emañ war ribl stêr an Elorn,
Kleze Arzhur lufrus ’n e zorn.

E vlev loued, ’met ’n e galon
E verv gwad kadarn ul leon.

E armeoù a yelo pell,
Pelloc’h ’vit bevenn Breizh-Izel.

Stourmiñ outañ, den n’her gallo,
Na Saoz, na Roman, na Gallo.

Arru ! Dasorc’her hon Frankiz,
Lemenig, levenez Breizhiz.