C’hoarvezet eo ar mizioù du :
Gante ’r gwall amzer zo arru,
An amzer garv, didruez,
’Vit ar re ’zo er-maez bemdez.

E fulor an deiz hag an noz,
Hep un dale, war ma zi kloz,
An ti kozh a glemm hag a gren
E klevan ’n avel o tremen.

A-wechoù ec’h arru sioul
Hag e c’hwistell sart ouzh pep toull,
Met e nerzh a dastum raktal
Da lammat ’vel un aneval.

Ar gwez bras ar muiañ nerzhus
Zo gweet gant al loen spontus ;
Hag an tier, war ar c’hrec’hioù
Eo diframmet o zoennoù.

Nijal ’ra ’n delioù hag ar plouz
A-dreuz d’an oabl gleb, leun a drouz,
A drouz hag a deñvalijenn
E troigell ar gorventenn.

O gwashañ amzer ’zo arru !
Glav hag avel, hag a bep tu,
Bemdez, en draonienn ha war-grec’h
Hag hirie gwashoc’h evit dec’h.

***

’Enep d’an amzer e kounnar,
Ar paourkaezh labourer-douar,
’Dalek ar beure ’zo bepred
O plomañ ar parkoù d’an ed.

Met re all, ’dleer klemm ivez,
E riskl a c’hounez o buhez,
En ur vagig branskedilhet
War ar mor don dishualet.

Ar re-se zo dalc’hmat dirak
Ar marv euzhus en o bag :
Ar vag a stroñs hag a wigour
War lein hag e kleuz an erv dour.

Na oar den petore buhez
En deus an dud a vor du-se,
Er pellder, e-kreiz ar stourmoù,
Labourerien ar gwagennoù.

O c’hwi ’n ho kwele tomm, en noz,
Goût ’ouzoc’h pegoulz ha penaos
Ha pelec’h er mor e varvo
Martoloded kaezh eus hon bro ?

An avel griz a yud er gwez,
Met c’hwi a gousk en ho kwele ;
Klozet mat eo prenestr ha dor :
Na glevit ket fulor ar mor.

Teir gwech am eus graet tro ar bed,
– Rak war ar mor pell ez on bet –
Ha teir gwech gwelet ar marv,
Etre an dour hag an neñvoù.

Dre-se pa deu ar gwall amzer,
Ma spered a vale braster,
Braster ar morioù kounnaret
War-lerc’h an holl vartoloded.

C’hoazh mar deufe ar c’horf marv
D’e vammig-bro war al lanv,
Neuze, war an douar santel,
’Pedfe ar wreg hag ar bugel !

An deiz all, dirak toull ma forzh,
Ur wreg yaouank a grie forzh
O vont da gerc’hat he fried
E porzh-mor Sant-Malo beuzet.

Met pegement na deufont ket
D’o farrez kozh da beurgousket !
Taolet du-hont, taolet du-se,
Na deuio ket dioute doare.

Pa yudo ’n avel en ho tor,
Pedit evit an dud a vor,
An Itron Varia Wir Sikour
D’o saveteiñ eus an dour.