Da betra ’talv eta genel ?
Na zo dre-holl ’met fallantez :
Gouelañ ’reomp en hon c’havell,
Gouelañ ’reomp ’pad hon buhez.

Ha bet ’on-me hep huanad
Ur s’unvezh3, un devezh hepken ?
An douar koulskoude zo mat,
Met pegement fall eo an den !

Baleet ’meus ’n em yaouankiz :
N’am eus gwelet ’met skouer hudur,
Ha distroet ’on war ma c’hiz,
Bepred hep peoc’h na plijadur.

Ha setu me bremañ em bro :
Ar maezioù zo ’vel diagent,
Met me zo ’vel un den marv
Evit mignoned ha kerent.

N’int ket ’vit klevout ma spered,
Hag ouzh ma mouezh ez int bouzar ;
O daoulagadoù zo stouvet
Ha me re gleb gant ar glac’har.

O ! Mar befe c’hoazh evidon
Ur c’hornig douar ankoueet,
Un enezenn, ’n kreiz ar mor don,
’Vit astenn ma c’horf distronket !

Ur c’horn, un enezenn hep tud,
Mentet deus ma hed ha ma led,
’Lec’h n’arrufe biken ar vrud,
Deus pezh a dremen war ar bed !

Met, siwazh ! en amzer nevez,
Evidon na zo ken distro :
War ribl ar mor, er c’hoadoù gouez,
Dre-holl an den fall em c’havo.

War betore hent mont bremañ,
Pa welan arru ar gozhni,
Pa n’am eus breur ’vit ma skoazhiañ
Na bugel ’vit ma frealziñ.

Gwashañ, gwashañ tristidigezh !
Ma fenn a gouezh war va barlenn…
Trec’het ez on gant an enkrez…
Troc’het ’meus kerden ma zelenn…


3 sizhunvezh