Setu amañ kaerañ eured,
E Breizh-Izel ’zo bet gwelet,
Moarvat ab’oe c’hwezek kantved.

Ab’oe eo bet treuzet ar mor,
Gant hon zadioù, en Arvor
Na zo bet graet kement enor

Da gement a dud deredet
Deus Treger, Leon ha Gwened
Ha deus Kernev, ar vro goadet.

Gwelet a reer, pebezh burzhud !
Gwelet ’reer daouzek kant a dud ;
En o zouez meur a den a vrud.

’Mesk an dud wir, labourerien,
– Brankoù glas eus hon c’hozh gwrizienn –
’N em vesk an dougerien telenn.

« – Ur barzh mat a vo dimezet… »
Ha raktal, setu ar Varzhed
War dosennoù Skrignag savet.

Parrez Skrignag, war da venez,
Parrez benniget gant Doue,
Brudet ’vo n’eured a hirie.

Ugent kaoter e-maez an ti
E-barzh an aer o vogediñ
’Vel pa vefe dek ’timeziñ !

Mar ’mañ bremañ hon zadioù
Astennet ’barzh ar beredoù,
N’eo ket marv o c’hozh gizioù.

Dleout a ra o ene skañv,
E-barzh an aer ken glan bremañ,
’Us d’hon fenn tarnijal amañ.

Skiltrus, ar c’hleier, er beure,
’Deus karilhonet evite,
Hag arruet ’int hep dale.

Son ’ra bombard ha binioù,
Leun eo ar park gant an taolioù !
E Breizh-Izel, kaerañ lidoù !

– Warc’hoazh ’vo klevet, a gredan,
An holl Varzhed a zo amañ
E Breizh hag e Gall o kanañ,

O kanañ da veuleudioù,
Skrignag, hag ho re, priedoù,
Rak hirie, o ! Gwellañ skouerioù !

Gant da skridoù, Alfred Lajat,
Gant da delenn, mab an Argoad,
Te zo, da Vreizh, ur skoazell vat.

Gant da wiskamant eus a Skaer,
Ozac’h yaouank, te a zo kaer
Ha lugernus ’vel an heol sklaer.

« – Met c’hwi, gwregig, ’vel ur rozenn,
Rouanez bleunioù an dachenn,
C’hwi ’sav ’us d’ar re all ho penn.

N’eus ket koantoc’h, an holl her goar ;
Ho tal a zo gwenn ’vel ar c’hoar,
Ken seder ’oc’h eget al loar.

O ! Pegement ez eo joaüs,
Labourer al liorzh hañvus,
D’ho kutuilh, rozenn eürus !

Ra ’po ho-taou bennozh Doue,
Ha joa bemdez en ho puhez,
Hag ar peoc’h peurbadus goude ! »