war don : Lez-Breizh

Ni zo bugale Breizhiz Tramor,
Breudeur d’ar Sent dalc’het en enor
’Barzh e Breizh-Veur hag e-barzh an Arvor.

Diskan
war don : Liñvadenn Gêr-Is

’Raok nebeud amzer, Breizh-Izel ’vo trec’h,
Hag ar peoc’h ’reno e pep lec’h,
Pa savo Breizhiz, nerzhus, o brec’h.

Rumm ar Vretoned zo a-viskoazh ;
Bet eo gwechall galloudus ha bras
Hag un deiz ’vo muioc’h galloudus c’hoazh.

Aet eo bet Breizh-Veur gant ar Saozon,
Met birvi ’ra ar gwad mat breton
E Bro-Gembre, e Skos, en Iwerzhon.

An Arvor ivez ’an’vez he gwad :
Gaou na lâro biken ar gwad mat,
Ha trec’h e vo d’hini an Ermaeziad.

Gant Doue hon mestr-ni ’vo savet
War ar gouennoù ’zo e tro ar bed,
Rak ni ’viro gizioù ar C’heltied.

Ni ’viro hon yezh, hon yezh dispar,
Kaerañ hini ’zo war an douar :
Gwalleur d’an den a c’hoantfe hen diskar !

Ni ’gar douar Breizh, madelezhus :
Na ver neblec’h kement eürus ;
Enni ’vefomp da viken didrec’hus.

Ni a vir hon feiz ’vel hon tadoù,
Ha nerzhus ’omp betek ar marv,
Kaletoc’h ’omp ’vit kalon an derv.

Eus an evaj kreñv, ni a ray kas,
Pa zo e Breizh gwez avaloù c’hoazh :
Hon c’horf n’eo ket eskern na kroc’hen kraz.

Kaerañ bro ’zo ’r bed eo Breizh-Izel.
Diere ’vo, pe e vo brezel.
’Vit he difenn ni a ouio mervel.