Adsav ! Korf ha spered, adsav !
Mezh dit da gouezhañ ken izel !
Dont ’ra an heol goude ar glav
Hag ar peoc’h goude ar brezel.

Piv ’ta ’savo uhel e benn ?
Piv ’ta ’roio d’ar bobl skouer vat ?
Piv ’ta ’vago ’n erminig wenn
Ha goude ’n eost ’glenko an had ?

Ar pezh ec’h eus diouganet,
Abred pe diw’ad ’arruo ;
Mard out gant hirie goapaet,
An amzer da zont az meulo.

C’hwezh an tan ’barzh an oaled
Ha lak enni un tagos4 bras,
Ra vo ur c’hlaouenn c’hoazh kavet
Gant ar re a zeuio warc’hoazh.

Pa welez arruout gwalleur,
Ur goañv kalet, du ha garv,
Diskarg an ivoull er c’hleuzeur,
Ra vo e-pad an noz gouloù.

Pa vo savet ur rumm tud fall,
Pa vo deut an hañv war hon bro,
Pa na vo kabestr nag hual,
Na kalonad, poan na daeroù,

Pa reno an eürusted
E Breizh-Izel, savet war-benn,
E vo soñj az po labouret,
’N pad da vuhez, ’vit he difenn.

N’az po ket da lod deus ar joa,
Hêrezh neuze da bep hini ;
Da gorf ludu na vo netra,
Met da ene ’vo en dudi.

Hag en uhelder an neñvoù,
’Lec’h ’mañ Sent ha Sentezed Breizh,
He rouanez war o zronioù,
Hag ar varzhed kozh en o c’hreiz ;

Ar varzhed war o zelennoù,
E-pad ar vuhez peurbadus,
O kanañ Breizh, ha burzhudoù
He mibien ’vo bet didrec’hus ;

En uhelder Breizh an neñvoù,
Da ene a vo frealzet
O welet, ’us d’an holl broioù,
Da Vreizh-Izel c’hoazh adsavet.


4 skos