III

UR C’HOUER-MARC’HADOUR, BEURE MAT :
– Sell ’ta ! lemet eo bet henozh,
Alese, skeudenn ar paotr kozh !
Daoust ’vit petra ha daoust gant piv ?
C’hwistim ’ve marvet gant ar rev ?

UR BOURC’HIZ, PIKOUS E ZAOULAGAD :
– An noz-mañ, klevet hoc’h eus-hu
Un dourni vras e-barzh ar ru,
Trouz ur bern potin o tiskenn,
O tiskenn ru ar C’higerien ?

UR PESKETAER :
– An noz-mañ, al loar-vras oa sklêr :
Me ’oa ’n em bag e kreiz ar stêr,
Ha me o welet, ’n hec’h-unan,
’Ruilhal er mor, skeudenn Renan.