Kleier, kleier em eus karet,
O kleier Landreger, tavet20 !
E-pad an deiz ’klevan ho mouezh :
O tavit, kleier didruez !

An noz e klevan ho morzhol
War an arem o skeiñ pep taol.
An heol na ve ket c’hoazh savet,
Setu tri gloc’h ’us din brallet.

Ha betek kreisteiz an taolioù !
Ar c’hlaz o son ’vit ar c’hañvoù !
D’abardaez-noz glaz adarre !
An eurioù betek ar beure !

Ar sul, ha deiz ar gouelioù bras,
Ar c’hleier a son muioc’h c’hoazh !
Ret mat eo din hen anavout :
O Renan paour ! trec’het ez out.

Na pa vefe ar c’hleier mut,
Ac’hann me ’welfe c’hoazh an dud
Oc’h heul bepred hevelep giz,
O vont da bediñ d’an iliz ;

Hag an iliz ’us da’m skeudenn,
Hag enni al lidoù kristen !
Glac’har ouzhpenn ! allaz ! allaz !
War veg an tour uhel, ar Groaz !

N’hellan ken chom pelloc’h amañ :
Santout a ran ’zan da gouezhañ.
Pa n’on-me ken netra ebet,
Krist, te zo c’hoazh Roue ar Bed !

Pa’z out anavet gant an holl,
Ma brud, tamm-ha-tamm, ’ya da goll :
En despet d’an deskadurezh,
Ouzhin ’c’houller : « Piv eo hennezh ? »

Bezit milliget, tud Pariz,
– Em lakaet hoc’h eus e dispriz :
Eveldon ’c’h eus kollet ho poan –
Ha milliget me ma-unan !


20pe
tavet