I

Setu me distroet da gêrig Landreger :
’Vel ur bugel kollet ’z on degaset d’ar gêr.
Allaz ! petra ’lâro ma breudeur dre ar gwad,
Pa’z on bet evite ken pell un divroad.

Dorojoù an iliz a zo ouzhin klozet
Ha ma breudeur, siwazh ! diragon zo nec’het.
Amañ, ’n em yaouankiz, bugel mat e vevis,
Doujus d’ar feiz gristen ha doujus da bep giz.

Adalek ’n em gavis e-touez ar C’hallaoued,
Ur c’hleñved didrugar a grogas ’n em spered ;
An evaj din roet a reas din koll ma hent,
Ha karantez Doue ’gollis ivez kerkent.

Al lorc’h hag ar fouge ’luc’has ’n em daoulagad ;
Ar c’hoantizoù uhel a strafuilhas ma gwad.
’Vit bezañ an’vezet dre ar bed holl fonnus,
Me ’reas neuze brezel da zouelezh Jezuz.

Hep trugarez d’ar paour, ’mañ e spi er bed all,
War ar gredenn gristen me ’skoas ’vel un dall.
Nag hini em c’hlevout, gantañ kollet e feiz,
’Vel ul loen ankoueet, ’zo marvet ’n e lojeis !

Bremañ pa’z on marv, bremañ ’welan sklêroc’h ;
Evidon na zo ken na brud, madoù na lorc’h.
Ma labour, ’vel an eost, a zo bremañ gwentet,
An ed hag an dreog zo hirie dibabet.

Met n’eo ket bet kaset al louzoù fall d’ar mor :
Gant ma c’hozh vignoned ’int hadet gant enor.
Kaerat eost a savo deus ar greun milliget !
Kaerat fulor dre-holl ! kaerat leoù touet !

Nag a labour ’meus graet evit degas an droug !
Ar bec’h a gement-se ’ra din plegañ ma chouk.
D’an droug, hepken, Renan en deus dleet e vrud :
Gant an drouk-speredoù eo savet war e glud.

Ha dleout ’ran bremañ pe gouelañ pe c’hoarzhin ?
Evit darn ’z on den fur, ’vit darn all furlukin.
Klevet ’ran mallozhioù, en-dro din, o sevel,
Hag abalamour din, ma bro zo e brezel.

Ha setu me pignet dirak an iliz-veur,
Gant meur a zivroad ha nebeut a genvreur.
Sant Erwan zo aze enoret ’mesk ar Sent,
Ha me ’chomo bepred hep enor ’kreiz an hent.

Diouzhin tud ma bro na ouzont un doare,
Kaer e kreden bezañ brasoc’h eget Doue.
Dirak holl sent kozh Breizh, war o daoulinoù noazh,
An dud a bed hirie ’vel e pedfont warc’hoazh.

Met diragon, biken, na zaoulino un den,
Bez e vo evidon ur mousc’hoarzh o tremen.
Gant ma daoulagad bras ha ma jodennoù tev,
Kement e vin kaset e marv ’vel e bev.

Jezuz, douger ar groaz, trec’hour d’an holl amzer,
En despet da’m spered, te ’ren war an aoter.
Me marv, den maget, me ’ziskenn d’an douar,
Ha te, Jezuz, divag ha treut, te ’sav d’ar c’hloar.

Kredet em boa ’c’halljen didroniñ ac’hanout,
Digant Doue an Tad lemel E holl c’halloud,
Mougañ an holl draoù sakr dindan an holl zispriz ;
N’on arruet neblec’h ’met ouzh dor an iliz.

Ac’hann ’oan dilezet, amañ ’on distroet ;
Ma-unan ’oan aet kuit, hirie ’on digaset.
Ha bremañ pa glevi bemdez taolioù ar c’hloc’h,
Renan gozh, te ’greno, rak marv eo da lorc’h.