war un don tennet dimeus an hini diaraok

Ma Dousig koant a zo hep par ;
N’eus ket un all war an douar
Talvoudek da skoulm he botoù
Na da sevel outi selloù.

Ma Dousig koant a zo kousket
War ribl ur mor glas eonet ;
An avel a c’hoari ’n he blev,
En he blev gwenn evel ar rev.

A-us dezhi ar c’hoabrennoù,
Ken gwenn, ken skañv, en o hentoù,
A ya goustadik hag a stroll,
Oc’h ober d’he dremmig disheol.

Er gwez derv, dre-holl savet,
Evnedigoù a gan bepred,
An deiz, an noz hag ar beure,
Da lakaat c’hwekoc’h hec’h huñvre.

Rak ma Dousig koant zo oc’h hun,
Ab’oe meur a zeiz, meur a s’un19,
Meur a vloavezh, meur a gantved,
E-maez, war an douar bleuniet.

Hogen, daoust pegen pell amzer
’Ve tremenet, bepred seder,
En he dremm flour, en he c’horfig,
Manet eo evel ur voudig.

Evel-se kousket en hec’h hed,
He c’horf a wagenn ’vel an ed ;
He bronnoù zo ’vel daou venez
Sonn dindan glizh-gwenn ar beure.

He divhar, he divrec’h digor,
’Vel stêrioù laezh o ruilh d’ar mor,
A ya d’an eil mor d’egile
A-dreuz ar pradoù hag ar gwez.

Kozh eo, ’lârer, peogwir he blev
Zo gwenn ’vel lin hag evel rev ;
Met he c’horf-boudig, hec’h ene
A chom yaouank, e gwirionez.

Pa ’neus an Estren he gwelet
Kerkent en deus he c’hoantaet,
Met biken, daoust ma’z on bihan,
Na stoko outi e graban.

O ! dihun ’ta, koantiz Arvor !
O ! sav da zifenn da enor !
A-raok ma vo sec’het ma gwad,
Digor, digor da zaoulagad.

Kentoc’h ’vit gwelet tamm kailhar
War da gorf gwenn, da gorf hep par,
O ! ma Dousig koant Breizh Izel,
Koantiz ha mamm, kentoc’h mervel !


19 sizhun