I

Ganet en douar lann ha roz,
War ribl mor gouez an hanternoz,
Pa’z oan e-barzh ma c’hentañ oad,
’N em gwazhied oa ruz ar gwad.

Birvi ’rae dindan aer an aod,
Met bremañ glas eo ma divjod ;
Siwazh ! Mont a ran ’dreuz broioù,
Un huelenn-c’hwerv ’n em genoù.

Ma zadoù kozh, bev pe varv,
Oa enoret-meurbet ’n o bro…
Allaz ! Ha me, war zistro ’n oad,
Zo evel ur geotenn er prad.

’Us d’o fenn an heol a bare,
Selloù ar bobl ’save oute.
Piv ’ta ’oar ’on-me mat pe fall ?
Ken izel ’on ’vel ar re all.

An dud kozh a ouie bevañ
Fur ha digemmesk er bed-mañ ;
O liorzhig a labourent
Ha ’mesk o bleuñv e save sent.

Al liorzhoù zo dilezet,
Ar bleuñv gant an drez zo mouget ;
Er maner hep toenn na dor,
’Mañ o yudañ avel ar mor.

Ar sklêrijenn a ya da guzh
An Noz-Veur zo o tont euzhus ;
Ruz-gwad he dremm, an heol a ouel,
’Raok mervel, war ribl an dremmwel.

Ha te, ma c’houlm ! Pebezh buhez,
’Meus-me graet dit betek hirie,
Ha te bet joa hepken ma zi,
Stok da galon ouzh ma hini !

Sklaset ha gwasket ma c’halon,
’Barzh ar c’hañvoù, ’barzh ar spouron
Mont a ran war an dismantroù,
Un huelenn-c’hwerv em genoù !

II

Hogen setu un heol nevez,
Ledan, bannet, tarzhet er gwez ;
Ur vro gaer zo ’n em astennet,
War ribl ar mor e penn ar bed.

Kalon an douar a glever
O virvi e-kreiz he donder ;
Ar c’houmoul du ’red en neñvoù ;
Er parkeier ’tiwan bleunioù.

Harluet an deñvalijenn,
Ar joa zo e lagad an den ;
Ar vreudeur ’deu d’em anavout
Ha, dorn-ouzh-dorn, ’c’halv an darvoud.

A-dreñv, dismantroù milliget !
E-lec’h ’oa ma c’halon mantret,
E-lec’h e skuilhen d’an douar
Ma gwad ha daeroù ma glac’har.

Salud dit ! Douar dudius !
Ouzh da sellout ’teuan nerzhus :
Pep yezh, pep lid, pep koun, pep giz
’C’heus dasorc’het d’o yaouankiz.

Hejet ar poultr eus seul ma zreid,
Gant ur galon seder ’zan dit.
Setu me arru da ganañ
E-touez da vugale ’r gwellañ.

Taolet am eus ar vleuzvenn-c’hwerv
Ha kutuilhet war ribl an erv,
E-touez bleunioù ’n douar labour,
Un dro-heolig erc’h hag aour.

Ha bremañ, mar ’m be gras Doue,
Me ’ya, ’n pad dilerc’h ma buhez,
Da vlañsoniñ kurunennoù
E brankoù lore ha derv.