war don : Diougan Gwiklan (Barzhaz Breizh)

Arruout ’ray ivez da dro,
’Vel arruas hini Kêr-Is ;
Tostaat a ra Ael ar Marv,
Kêr an techoù fall, o Pariz !

Diouganet eo bet se dit,
Gant ur barzh bennak dianav…
– Berr an neudenn war da werzhid !…
Da lestr n’eo ken nemet ur skaf !…

Hervez skrivet gant an Darvoud,
El levr ’lec’h ’mañ hon planedenn,
Setu an douar dindanout
Mengleuziet ’vel ur goloenn.

Dindan palez ar Rouanez
Ha palezioù ar Blijadur,
’Lec’h mañ hon mestroù diene
Hag o gisti a skouer hudur,

Dindan ti ar pinv’ig lorc’hus
Ha ti ar bourc’hiz dispered,
Ha dindan ti ar gwalleurus
Ha relegoù brein ar vered ;

Dreist-holl ’out mengleuziet, Kêr-Veur,
Evel ur goloenn wenan…
P’arruo ’n nadoz war an eur,
Er mengleuzioù ’krogo an tan.

Neuze ’strako an tennoù poultr ;
’N ur frailhañ pluskenn an douar,
An tan a savo, ’vel ar foeltr18,
Dimeus donder euzhus pep skar.

O Par-Is brein ! Poull ar C’hlogor
Kofad ! Kernezh ! Bosenn ! Dic’hlann !
Kêr-Is zo bet beuzet er mor,
Par-Is, te ’vo beuzet en tan !


18 foultr