V

UN DEN GOUIZIEK
Gant an holl skiantoù ma fenn oa leun a-leizh :
Petra ober gante ? Ma spered oa direizh,
Hiriv me ’oar : Me zo dit, holl, o ma mamm Breizh !

AN OBEROUR
N’eo ket er c’hoadoù don ’oan taget gant ar bleiz…
O kêrioù milliget, e-lec’h e oan e preiz !…,
Gwreg ha bugaligoù distroomp d’hon mamm Breizh.

FAÑCH KOUER
Petra zo a nevez hiriv ’barzh ma lojeis ?
Ar gwad ’red buanoc’h ’barzh ma c’halon kerreizh…
Biskoazh n’em eus gwelet ken kaer maezioù ma Breizh !

***

Keltia gozh a gan he son – em c’hreiz.
O joa ! na zo ’met ur galon – ur feiz,
E Kembre, Skos hag Iwerzhon – ha Breizh.

***

Un avel vras zo tremenet…
An hini ’wel sklaer ’neus gwelet
A-us d’ar Bed divaskell divent astennet :
Arru eo Ren ar Spered.