IV

En-dro d’an daol-vaen, ar varzhed,
Barzhed Keltia zo bodet.
O Dublin ! O Dublin ! Nag a joa zo ennout :
Leun eo ar c’halonoù gant ar feiz en darvoud.
Kleze Arzhur ha banniel ar Gorsedd
Ha Korn Hirlas, o levenez !
A lugern hirie ’barzh an aer
War c’hlazenn an Ti Kêr.

Ar varzhed zo deut a bell vro,
Darn deus a Gernev-Veur, hanter varv, –
Met pehini ’savo d’he zro ; –
Darn deus ar Skos ha Breizh-Vihan,
Ha darn all deus enezenn Man ;
Darn all, dreist-holl, bezint meulet !
Deus Bro-Gymru, gwellañ barzhed !
Ar bobl, entanet he lagad,
A sell, oc’h adgenet, ar Gwlad.
En e greiz e lamm e galon :
Dont ’ra dezhañ nerzh ul leon.

Joa hag esper ! Addihunet
Ez eo gwad kozh ar C’heltied !
’Vel ar sabr, en Nevez-Amzer,
Er c’hoadoù hag er parkeier,
’Ro buhez nevez d’ar glazur,
Hirie, d’ar C’heltied, ar c’houn ’ro magadur.

Pelloc’h eget an dremmwel douarek,
E donder an amzer da zont,
Pep hini ’wel ar vroad keltiek
’Lec’h na vo dienez na spont.

Skouer an unvaniezh dispaket dirakañ,
A zigor frank spered ar bobl,
Rak dorn-ouzh-dorn e wel amañ
Mab ar paour hag ar priñs, ar bourc’hiz hag an nobl.
Pell deus spered ar gouennoù all,
Pell emañ hon spered ;
Ha wazh evite mar int dall,
Ni zo sklêrijennet.
Breudeur ’omp holl, pinv’ik ha paour,
Ha ’barzh ar c’huzulioù
N’eo ket muioc’h Penner-an-Aour
’Vit Penner-an-Druilhoù.

Noblañs ’omp holl, bras ha dister,
Dre gozhni ha glander hon gwad,
Ha dre onestiz hon esper,
Gouestlet d’ar mad.

Adskoulmet eo an neudennoù
A heuilh an hent e-kreiz an noz
Ha ni a ya bremañ da sevel, er bannoù,
Pa ’mañ ar gouennoù all o tiskenn en o foz.

***

An arc’hdrouiz, gwisket e gwenn,
Ur c’houzougenn aour ’n e gerc’henn,
– Ken gwenn e vlev ! En e veurder,
Eñ ken heñvel ouzh an Doue Krouer ! –
Teir gwech en deus goul’et, e galon strafuilhet,
« – Ha peoc’h a zo etre ar C’heltied ? »

– Ya peoc’h a zo, an holl mouezhioù
A gas d’ar bed holl ar c’heloù.
Selaouit Keltied Breizh-Izel ha Breizh Veur,
C’hwi, re ar Stadoù-Unanet,
Ha c’hwi holl divroet, war ar bed stlabezet,
Setu sonet an eur.

Dirak spered hon gourdadoù
A heuilh a’nomp dre-holl a-dreuz ar c’hantvedoù,
’Us d’ur maen-hir, gwir arouez an Hirbad,
An holl varzhed, en ur bodad,
O deus savet o dorn an eil gant egile.

Ya, sonet eo an eur, rak setu graet al le.

Graet eo al le evit biken !
War ar maen-hir zo merket pemp lodenn
Evit aroueziñ ar pemp bro
O deus graet souzañ ar marv.

Bremañ ouzh ar maen-hir hon gouenn a zo heñvel :
An tan, ar glav hag an avel,
An amzer hag an Drouk-Spered,
Netra n’he gwallo ken nepred.

Savet eo bremañ ar mallozh
Kouezhet war ouenn ar C’heltied ;
Daou vil bloaz zo ’oamp e gortoz :
Setu ar pardon diskennet.

– O Krouer ar bed, pegen pell
Ez omp chomet ’barzh an islonk !
Met te, Holl-C’halloudek, te eo seder da sell,
Dirak ar joa hag an difronk…

« – Wazh d’an hini a goll e hent
Hag a ya war diskenn en Abred trubuilhus.
Ret e vezo dezhañ sevel ’vel diagent
’Vit gounit ar furnezh hag ar joa hirbadus.

Lakaet am eus a’nout er bed
Ken pell deus ar fall hag ar mad,
Met libr ’out da wellaat da stad
Dindan lezenn ar Red. »

War an douar ledan, gwir eo ’omp stlabezet
Met a-raok mont da vroiata,
An unvaniezh-mañ ’dle bezañ da gentañ
Un unvaniezh a spered.

Goude ’teuio an hini all
Hag e c’hounezfomp adarre
Ar galloud a golljomp gwechall
An deiz oa rannet hon c’hevre.

Soñjomp ez omp ar peurvuiañ
Diberc’hennet deus hon danvez ;
Labouromp adalek bremañ
’Vit e adgounit a-nevez.

– Touet hoc’h eus barzhed, dirak ar re varv,
Dirak an Arc’hdrouiz, dirak kleze Arzhur,
Bout ’vel ar varzhed kozh o doa ’n o dorn ar stur :
Leaned ar gwir hag ar vro.