III

D’enoriñ o mamm geltiek,
Aotroù, micherour ha tieg,
Ar vugale n’int ken diek17.

Ar garantez zo dihunet,
Gwad ar galon en deus bervet,
Mouezh ar vamm a zo selaouet.

Pep mamm a lavar memes tra :
– Bezit unanet, ha netra
Na zeuy a-benn d’ho tismantrañ. –

Gwasket dindan ma enebour,
Laeret eo bet frouezh ma labour :
Ma spi bepred ’chomas e flour.

Bet ’on taget, bountet er bez,
Ha ken moustret, e gwirionez !
Chomet eo ennon ar vuhez.

Un dra greñvoc’h ’vit an daeroù,
’Vit an houarn, ’vit ar marv :
Ma ene da viken zo bev.

Na pa ve graet deoc’h c’hoazh gwashoc’h,
Mar em c’harit, dreist holl, e bloc’h,
Ma ene a vevo ennoc’h.

Lezit ar chas drouk da harzhal,
It hoc’h hent, ho kalon feal ;
Mervel a ray ar gouennoù fall.

Hag hervez lâr an drouized,
Goude an drubuilh, en Abred,
C’hwi ’vevo e peoc’h ar Gwenved.


17pe diegi