II

E pevar gorn ur gozh vered,
’Lec’h na oa nemet strouezh gant ar geot hir mesket,
Pevar maen-bez zo ’n em savet.

Ur vaouez a zo deut e-maez eus a bep bez,
Ha dindan bleunioù ar roz gouez,
Da ziluziañ o blev ’int aet en o c’hoazez.

Ar blev a gouezhe war o lerc’h
Fonnus ha brav hag hir, hiroc’h ’vit ar foll-gerc’h,
Munud, gwennoc’h eget an erc’h.

Evañ e raent c’hwezh-vat an ivin hag ar beuz…
Bannoù an heol, o tont a-dreuz
D’ar gwez, a skuilhe luc’h en o daoulagad kleuz.

An nerzh a zeue tamm-ha-tamm
D’ar peder c’hoar, pere oa ivez peder vamm,
Ha setu int deut yaouank flamm.

I ’oar penaos, un tu bennak ’barzh ar vered,
O deus c’hoazh ur c’hoar douaret,
Pehini a savo, pa vo an eur sonet.

Rak ar pemp c’hoar zo boudigoù :
Ar marv zo ’vite ur c’housk. Falc’h an Ankoù
N’hall ket kregiñ en o c’horfoù.

***

Goude ’n nebeut amzer, tremenet en arsav,
Ar c’hoarezed, yaouank ha brav,
War un dro en em gav, ’barzh ar vered ’n o sav.

Aet ’int an eil da gaout eben :
Hag an teir yaouankañ war galon ar c’hoar hen15 !
Hag houmañ, gant ar joa, a gren.

« – Hirañ hun hoc’h eus graet ! A lavar Gwalia.
Ab’oe ’oc’h kousket pet kant bloaz !
E bez, me oa dihun, an anken em c’hrignañ…

N’hallen ket sevel ma-unan :
Ar maen a oa pounner ha ma mouezhig, dindan,
Na oa ’met ul lommig alan16.

P’eo arruet an eur merket gant ar C’hrouer,
Eo pellaet ar maen pounner
Hag em bez diskennet, gant an deiz, an dommder.

Setu-ni bremañ dihunet
– Met ab’oe ’omp er bez, nag a draoù bruzunet ! –
Labouromp hon feder kevret. »

Ar peder c’hoar, Cymru, Breizh, Skos hag Iwerzhon,
Unanet gante o c’halon,
’Deus dispaket neuze teñzorioù kaer o c’houn.

Hag ec’h arruas hepdale,
Deut da bediñ d’ar vered kozh, pe da vale,
Un nebeud deus o bugale.

Da virviken ar gwad a gomz d’ar C’heltied :
Tridal ’rae ’n heklev o klevet
An hirvoudoù joaius etrezek ar vered.

– O ma mammig, ma mammig ker !
A lâre pep bugel, ma mammig, deu’t d’ar gêr.
Oh ! Nag a joa a vo emberr ! –


15 kozh, cf. hen

16 anal