I

Un ael a zo savet na oar den a belec’h ;
War divaskell nerzhus eo nijet ’us d’ar c’hrec’h ;
E drompilh lugernus a skuilh dre-holl an nec’h.

Petra zo a nevez ? Arru ’ve an diwezh ?
Krenadurezh ar c’houevr a ya da foñs ar bez…
Hag arru ’ve an deiz d’an adc’hanedigezh !

***

– Den, te oa re uhel da benn,
Den hep kalon, den hep lezenn :
Arru eo da goulz da ziskenn.

Ganit ar frouezh zo kutuilhet,
Ar bleuñv zo gant d’alan14 skaotet,
Ar bed zo ganit dismantret.

Gwallet ’c’heus labour ar C’hrouer ;
Den digalon, den dibreder ;
Achu evidout an amzer,

***

– Keltia ! Keltia ! Dihun ha sav d’ar c’hloar,
Keltia bet moustret ken pell ’barzh an douar,
Sav hirie, Keltia, gouenn santel, gouenn dispar.

Ar bed a oa kollet, ar bed ’yae da vervel ;
A-raok arru an eost, an dud a oa gwastell ;
Ed na zo er c’hrignol, na bugel er c’havell.

Dit-te, o Keltia ! Da saveteiñ ar bed ;
Te ’gleuzo an irvi, te a hado an ed ;
O Keltia santel, te ’harzho ouzh ar red.


14 anal