Piv eta na welas, war lein ar menezioù,
Arzhur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ?
Arzhur n’eo ket marv. Lemmomp hon c’hontellioù,
Da droc’hañ ’n hualoù ’zo e treid Breizh-Izel…
Barzhed, dornatit ’ta kerdenn an Delenn dir,
Sonerien, c’hwezhit ’ta en ho sac’h-binioù :
Breizh a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir.
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Ab’oe pemzek kant vloaz, hon eus gwelet-ni holl,
’Mesk ar c’hoabrennoù gwenn a nij e tarzh an deiz,
Pe ’mesk ar c’houmoul ruz a lugern d’ar c’huzh-heol,
Brezelourien spontus hag Arzhur en o c’hreiz.
O c’hlezeier pounner ’hejent a-us d’o fenn :
Reuz d’an enebourien ! Ar c’hlezeier ’falc’ho
An izili evel an ed war an dachenn :
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Gallet ’c’heus hon plegañ, enebourien trubard,
’Pad ur pennad amzer reiñ lezennoù deomp-ni ;
Met prestik ’arruo ar devezh kaer ha sart
E-lec’h e vo ret deoc’h diouzh ar vro dilec’hiñ.
Ha na glevit-hu ket an douar o fiñval !
E bered pep parrez, eus pep bez ’sav klemmoù :
– « Pounner eo an douar moustret gant an dud fall… »
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

E Breizh e ve kavet tudoù nec’het o vont,
Pa deu an abardaez, na oar den da belec’h ;
Ha ruzañ a reont, kentoc’h ’vit na kerzhont,
Etre an hentoù treuz en un hejañ o brec’h…
Kasit armoù-brezel war bez an anaon :
Filc’hier lemm, bouc’halioù, krenn-vizhier ha goafioù :
Marv ha bev ’z efomp, pa vo ’n drompilh o son :
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Oh ! kanit ’ta, Barzhed, reudit ar c’herdenn dir,
Ma vezo skiltrusoc’h Telenn an Emgannoù.
Tud gouiziek lakait an tan-gwall e pep gêr ;
Paotred Kernev, c’hwezhit, gouezek, ’n ho pinioù.
C’hwi holl, paotred a verv, en ho kalon, ar gwad,
Dindan ar vac’herien a c’hoarzh ouzh ho poanioù,
Savit ho mouezh d’an nec’h, en Arvor, en Argoad :
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Kanomp holl, war un dro : « Breizh eo ar vravañ bro.
Mui eget ar Breizhad, den na zo kalonek :
Muioc’h leal na zo, zo bet, nag a vezo ;
Ar wirionez ’difenn ’n e-unan enep dek.
Re bell an Ermaeziad ’neus c’hoariet gantañ.
E-kreiz e nerzh, prestik al leon a savo.
Trubarded digalon, souden ’c’hallfot krenañ ;
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Ur vro evel houmañ, mervel biken na c’hall !
Tud evel ar re-mañ ’eil-c’han ’n o bugale !
Meur ’wech hon eus skuilhet hon gwad evit Bro-C’hall,
Gouezomp ’ta her skuilhañ evit hon bro ivez.
Hon sent hon difenno pa’z omp dimeus o gwad,
Ken pell ma vo lagad Doue war hon farkoù.
Er Bed, evel en Neñv, Breizh-Izel a dle pad :
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.