– « Pelec’h ’mañ ho tiv jodig flour ?…
Annaig kaezh, glac’haret ’oc’h,
Ho talig gwenn zo c’hoazh gwennoc’h ;
Ho taoulagad zo leun a dour. »

– « Siwazh ! Yannig kaezh, ma ene
Zo ’n anken betek ar marv.
Ha mar gou[ie]fes ar c’heloù,
Ken bras ’ve da glac’har ivez. »

– « O ! Lavar din, ma dousig koant,
’Vit petra da dristidigezh ? »
– « Soñjal ennon mui na dleez :
Biken Annaig na vo drant. »

Hag ar plac’hig a lavare :
– « Ma zammig buhez zo mantret :
Ma lezvamm he deus ma gwerzhet,
D’un ermaeziad, dec’h ar beure.

Gwerzhet d’un den leun a fouge,
Arruet moarvat a Vro-C’hall ;
Dre holl ez a, uhel e dal,
Dirak an dud, dirak Doue.

Ab’oe, me ’red dre ar parkoù,
Gant an derzhienn, gant an alter,
’Vit klask a’nout, ma mignon ker,
A-raok monet gant an Ankoù. »

– « Anna, dit, ma feiz ’meus roet ;
Ro din lodenn ivez ’n ez poan…
Met argarzhomp glac’har ha doan :
Ni ’ya da vezañ euredet.

Sec’h da zaoulagad leun a dour :
’N ur vro gaer hep fallagriezh,
Ni ’welo Jezuz, ar Werc’hez,
An Itron Varia Wir Sikour. »

O glac’har, siwazh ! ’Oa ken bras,
Ken bras ’vit o c’halonigoù,
Ken ’int marvet ’n mesk ar bleunioù,
Ar bleunioù aour eus troad ar groaz.