En amzer goloet gant an deñvalijenn,
’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen,
Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor,
Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ;
Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi
’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti.

Ganet ’n ur vro e-lec’h e oa c’hoazh an doare
Deus an tadoù kentañ, kelennet gant Doue,
Noe hag Abrac’ham, hag an holl dadoù bras,
War ar menezioù sec’h, e-kreiz ar c’hoadoù glas,
Dre-holl ar C’heltied, e-lec’h e tremenent,
En enor da Zoue a save mein divent.

Ar sklêrijenn gentañ zo bet gante skuilhet
War an douaroù gouez hep reizh hag hep oaled.

***

Darn a lâr : d’ar c’houlz-se na oa ket c’hoazh digor
Ar strizh a zo bremañ karzhet ’tre an daou vor.
Na oa ket c’hoazh ezhomm deus bag ar mordead
Evit mont da Vreizh-Veur : an dud a yae war droad.
Met tud all gouiziek a lavar c’hoazh ivez
’Oa Breizh-Veur enezenn a-grenn war-benn neuze.
N’eus forzh, treuzet gante strizh-vor pe gour-enez,
Pep rumm, er vro nevez, ’savas rouantelezh.

Met an holl Geltied na dreuzjont ket ar mor,
Rak un nebeud rummoù ’ziskennas en Arvor.

Arru e Penn-ar-Bed, e Breizh, an dud hep doan
A zistroas war-gleiz betek ar Mor-Bihan.
« – N’hellomp ken mont pelloc’h… amañ ’vo an diskuizh :
Soñjomp eta bremañ da sevel un iliz. »

Neuze ’welas ar bed pezh n’oa ket gwelet c’hoazh :
Brasañ labour bet graet war an douar biskoazh.
Den na oar pet bloavezh, pet kant vloaz marteze,
E padas al labour graet en enor Doue.
Ugent milier mein-hir, plantet evit biken
War an dachenn ’n o sav, a douge an doenn ;
Met an doenn oa skañv neuze d’an ilizoù :
Na c’houl’ed evite nemet bolz an neñvoù.

Dirak iliz Karnak, ’met bezañ ’vefe dall,
Mezhevenniñ ’ra ’n den o soñjal e gwechall.
– Peseurt tud e oac’h ’ta, o ma zadioù ker !
Ha pegen bihan ’omp hirie en ho keñver,
Pa’z oac’h kap, er c’houlz-se, dre gorf ha dre spered,
D’ober al labourioù hon lak c’hoazh estlammet !
Hogen ivez keit ma, du-se, ’n tu all d’ar mor,
D’an Doue peurbadus e raed memes enor.
En holl broioù Breizh-Veur, evel en Iwerzhon,
Deus an amzer gozh-se eo chomet bev ar c’houn.

***

Meur a-rummoù tud all, deut war-lerc’h hon hini,
Zo bet gwelet buan o sevel, o kreskiñ,
Hogen ken buan all ez int holl tremenet
Ha war o dismantroù e van ar C’heltied.
Mar n’hon eus ket savet, evel e broioù zo,
Palezioù kizellet krec’h-ha-traoñ ha tro-zro,
Ez eo abalamour lezenn an amzer gozh,
Lezenn ar gwir Doue, a douge he mallozh
War an neb a wallje dremm an douar ken kaer
Hag a skoje un taol war labour ar C’hrouer.
Bouc’hal na ziskare ar gwez ’barzh ar c’hoadoù,
Na morzhol na dorre ur maen ’barzh ar parkoù.

***

Beleien an amzer, an drouized santel,
A gelenne d’ar bobl n’eo netra deomp mervel :
« Petra eo ar marv, ’met hanter ar vuhez ?
Ur ouel roget souden rak ur vuhez nevez ?
Savet deus a netra, an den ’ra ’met tremen,
Met e vadoberoù her sav d’ar sklêrijenn.
Wazh d’an hini a heuilh an hent a ya d’an Droug :
E binijenn, pelloc’h, a bouezo war e chouk.
Evit mat e nesañ, an hini a varvo,
En tu all d’ar marv, uheloc’h a savo.
Marv ! Buhez ! Marv ! Ha buhez er Gwenved,
’Touez ar re a garemp, ’barzh en eürusted. »

Ar feiz-se ’rae d’ar bobl sellout ouzh ar marv
Muioc’h gant joaüsted ’vit gant doan na daeroù.
Er brezelioù euzhus, rak ar riskl o redek,
Biskoazh na zo gwelet paotred ken kalonek.

Kaer zo lâret ivez e vevent ’mesk ar gwez,
Evel al loened mut hag evel an dud gouez,
Na oa ket, d’ar c’houlz-se, dindan bannoù an heol,
Ur bobl ken gouiziek war vuhez ar bed holl.
Ar wirionez ’luc’he e spered ar drouized,
Pennoù kentañ ar vro, gant o awen urzhet.

Ar varzhed a gane, war o zelennoù aour,
Ar c’halonoù uhel hag ar brasañ labour.
Awen Doue ’c’hwezhe en o ene an tan
Ha war o lerc’h ’gerzhe ar bobl, bras ha bihan.
Kap e oant da beoc’haat ar mor don e kounnar,
Ha da gerzhet, o zreid distag deus an douar.

***

Meur ’hini a damall d’ar c’hozh drouized wenn
Al lazhoù graet gante war c’horre an daol-vaen,
Met ret eo, ’raok barniñ an amzer dremenet,
Deus an amzer nevez distagañ hon spered.
D’ar c’houlz-se ar fallakr, distroet deus ar vad,
N’oa pemp bloaz dirakañ evit ’n em wellaat ;
Ha p’arrue ’vitañ an amzer da baeañ,
Anezhañ e-unan ’yae d’ar marv gant joa.
Bremañ bec’h ar muntrer a bouez c’hoazh war e chouk
Betek an eur e gouezh ar gontell war e c’hoûg.

Nag a den a furnezh ’roe e wad da skuilh
’Vit distreiñ deus ar vro ar gwall hag an drubuilh !
Pegen nebeut bremañ a gerzhfe d’ar marv
Evit mad e nesañ hag evit mad e vro !
Pegen nebeut hirie, d’o ene, ’deus evezh
’Lec’h gwechall e kreded en he divarvelezh !

Nann, n’it ket da grediñ oa hon tadoù tud gouez,
Re uhel e savent o spered evit-se.

Goude eo e kouezhjont, dindan ar Romaned
Pere a harluas kredennoù an drouized.

***

Un den, en ur vro all ’roas c’hoazh e vuhez,
Met hennezh oa anvet Jezuz, mab da Zoue,
E sakrifiz a ra da galz a’nomp krediñ
Penaos gwad hon Salver a oa breur d’hon hini.
Ar skiant ’lâr ’n devoa ar Galileaned
Tennet o rumm ivez deus gouenn ar C’heltied.
Pezh na c’heller ket nac’h ha pezh a zo gwir mat,
Eo ’gemeras buan ar gredenn gristen troad :
Hon tadoù a gave, ’barzh ar Gristeniaj
Meur a gredenn heñvel ouzh re an drouizaj.
Pezh a rae dienez ar muiañ da hemañ,
Jezuz-Krist – o burzhud ! – eñ ’degase gantañ ;
Da lâret karantez an eil ’vit egile
’Ra d’an den ’n em steuziañ e karantez Doue.

Na dleomp ket gwelet Mestr ar bed, hon C’hrouer,
’Mañ ’met dre e c’halloud hag a-dreuz e vraster ;
N’omp ket ganet hepken evit hon flijadur,
Met ’vit karout ivez, ’vel breur, pep krouadur.
An drouized vrudet, deut d’al lezenn gristen,
A roas da Jezuz e gentañ beleien :
Nag a sant enoret ganeomp, n’eus ket gwall bell,
Pehini a oa bet drouiz e Breizh-Izel !
Nag hini a oa deut deus an tu all d’ar mor,
Pehini a anvas Doue : Ezus ha Ior !
Er vinic’hi santel, a ziwane dre-holl,
Pep manac’h oa ur barzh ha pep barzh abostol.

***

Met siwazh ! d’ar c’houlz-se, ar Saozon hep lezenn,
Deut deus broioù ar skorn war o bagoù kroc’hen,
A c’hwezhe e Breizh-Veur an tan hag an argad
Ken oa du gant ludu pe ruziet gant ar gwad.
Ha ken pell e padas ar brezel milliget,
Ha kement a Saozon, bep bloaz, ’deue bepred,
Ken e teujont a-benn da drec’hiñ hon tadoù,
Harluet er c’hoadoù ha war ar menezioù.

N’ur ganañ truezus, darn a dreuze ar mor
Evit goulenn sikour digant breudeur Arvor.
Gante e tegasent ar sklêrijenn gristen
Pehini a lugern war ar bed da viken.

***

Pleget du-hont dindan ar Saoz, ha diw’adoc’h
Dindan an Normaned, argarzhus c’hoazh muioc’h,
E-pad c’hwezek kantved daoubleget ha moustret,
Hon breudeur a Vreizh-Veur a zo bet ankoueet :
Ni hon-unan dalc’het gant brezelioù gwechall
Ha goude harluet gant treitourien Bro-C’hall,
Hon doa trawalc’h d’ober da ziwall hon buhez
Ken e kolljomp an eil deus egile doare.

Koulskoude a-wechoù e teue deomp ar vrud
Deus broioù a Vreizh-Veur e-lec’h a veve tud
Pere ’vit ar Saozon n’o deus ’met kasoni
Ha pere ’gomz ur yezh heñvel ouzh hon hini.

***

Ya, ’pad c’hwezek kant vloaz, o barzhed a Gymru !
Kaer ’noa ’n avel c’hwezhañ hag an neñv bezañ du,
C’hwi a vire bepred, re-da-re, an teñzor :
Skiant an drouized, deut deomp dre hoc’h eñvor.

Bremañ meulomp Doue ! Goude un noz ken hir,
An heol ’ya da barañ c’hoazh war hon taloù dir,
Arru eo an amzer da glask dorn ha skoazhell.
Iwerzhon, Bro-Gymru, ha Skos ha Breizh-Izel
A zo c’hoazh peder c’hoar distaget met bev mat
En o c’halonoù tomm, o virvi, memes gwad.

Bugale o feder d’ar C’helt kozh hep aon,
Setu, o tihuniñ, o deus memes naon.
Na kabestr, nag hual a-berzh an Ermaeziad !
Re bell o deus ’n’ o c’hreiz kuzhet o c’halonad !
Unaniezh ’ra nerzh ! Pa vefomp unanet,
E vo rouantelezh ar bed d’ar C’heltied.

Savit ’ta barzhed kozh a bep kostez ar mor !
Ar Gwenved, evidoc’h ’neus na moger na dor.
Gweltaz, Herve, Kadog, Aneurin, te Merzhin,
Liwarc’h Hen, ha Gwiklan, ha te Taliesin !
Distroit c’hoazh ur wech d’an Abred trubuilhus ;
Grit diouzhomp barzhed awenet ha nerzhus,
Ra skoio ho mibien o bec’h diwar o chouk
Ha ra vo deus ar bed troc’het gwrizienn an Droug.