Ha dont a ray un all ivez war ma menez ?
Evañ ’ray er vammenn ’lec’h e pleg ma muzell ?
Ha tremen a raio ’lec’h ’on bet tremenet ?
                              Brizeug

Ur barzh :

Petra zo ’n ez komzoù ? Lavar, spi pe arvar ?
Petra oa diragout, ar joa pe ar glac’har ?
Perak kaout aon e vijez ankoueet ?
N’ac’h eus ket entanet kalon ar Vretoned ?
Ab’oe e ouzomp lenn, ’out hon gwellañ mignon,
Bugale ’omp-ni dit dre spered ha kalon.

Hon mammoù ’luskellas hon yaouankiz tener
O kanañ da werzioù ken brav trec’h d’an amzer.
Ha dindan ar glazur, hon mestroù kalonek
A veske ’n o c’homzoù Breizh-Izel ha Brize[u]g.
’Vit dihuniñ ennomp karantez ar Vamm-Vro
I a zisklêrie deomp da spered ’n ez levroù.

***

Brizeug, ene santel, kalon garantezus,
Kalis leun a evaj ken c’hwek ha ken nerzhus !
Pegement ’meus dleet dit-te, me, ar bugel,
O vesa ma loened war ar maezioù uhel,
Ma zreid er glizh-beure skuilhet war ar geot glas
E c’hwezh ar vamm-gamilh5 hag ar munudig-bras6 !
’Touez ar barrioù gwenan, er bannoù o fraoñval,
Da rimoù a nije ivez en-dro da’m zal.
Da levr « Mari » em dorn, ha ma sell en neñvoù,
Me ’wele Daniel ha Pierig Elo.

Da reiñ ma c’halonig, p’arruas din an oad,
O Brizeug ! Te neuze ’roas din da skouer vat.
Karout ’ris eveldout an douar, ar c’hoadoù,
An oabl hag an avel, an dour, ar goabrennoù.
Gwelet ’raen ar re-mañ o vont ’trezek an aer
’Vel listri strolladet war lanv an oabl sklaer.
Ma spered ’yae warne d’ober an dro d’ar bed ;
Gwelet e raen broioù kaer pe gaeroc’h bepred ;
Bale ’raen ’us d’ar mor hag ’us d’ar c’hoadoù don ;
Ar c’hanadur a-bezh ’n devoa lec’h ’n em c’halon.
War ur vro vurzhudus, ganin nevez grouet,
O Brizeug, te ’skuilhe sklêrijenn da spered.
Eveldout e rois ma c’halon d’ur baourez,
Ha koantoc’h he c’haven eget ur rouanez.

***

Pa zeu, d’abardaez-noz, ar c’huzh-heol da ruziañ,
Pa weler ar balan7 hag ar brug o krenañ,
Pa zeu an hentoù kleuz da vezañ teñvaloc’h,
Pa ziskenn war ar bed, o vont da hun, ar peoc’h,
Pa ya d’ar gêr ar saout en o fenn an ejen,
’N ul leuskel a-wechoù, spontus, ur vlejadenn,
Neuze ’kreder klevout, raktal trouz dizoare :
Kezeg o c’haloupat, ha trompilhoù-arme,
Lez-Breizh a zo er vro, gant e varc’heien vat :
Setu int en oabl ruz, o tremen ’us d’ar c’hoad ;
Sed’ ar roue Arzhur, setu Sent ar Arvor :
War an neñv e weler displeget hon istor.

***

Dleout ’ran dit, Brizeug, bezañ ur gwir Vreton :
Te ’c’heus, pa’z oan bugel, stummet din ma c’halon.
Savet ’veldout ivez pell deus trouz ar c’hêrioù,
Gwellañ blas a gaven gant da sorc’hennadoù !
Da guzulioù ken fur ’renas ma c’hentañ oad ;
Biskoazh ’neus dislivet warnon an Ermaeziad.

N’ ez levr « ar Vretoned », ken bev ! pebezh burzhud !
Me am eus an’vezet ha karet ma gouenn-dud.
’N ez fealidigezh me zo ’n em an’vezet ;
An hent ’lec’h e kerzhan, te ’c’h eus hen diskouezet.
’Vel ur walenn dister, e-kreiz ur chadenn vras,
A dro hag a zistro, m’her gra ivez hep gloaz ;
’N em blegañ ’ran ivez ’vel m’eo din-me dleet,
Met birviken na vin gant bec’h ebet torret.
O ma breur hen8 Brizeug, abostol didamall,
Ra vo meulet d’anv amañ hag er bed all !
’Lec’h e vevez bremañ, er Gwenved lugernus,
Pa sellez ouzhimp-ni, ha te zo eürus ?
Petra ’lâr Taliesin hag an holl varzhed vat
Pa zegouezh de’ distreiñ war Vreizh o daoulagad ?

          Spered Brizeug :

Ni a vo en ho touez, eur an emgann sonet,
          O Bretoned kaezh harluet,
Biskoazh tostoc’h ho trec’h na oa bet c’hoazh gwelet.

          Pa lak an Ankoù ar siell
War hon bez, hon spered a sav, a denn-askell,
          ’Lec’h ’mañ anaon Breizh-Izel.

Dimeus kelc’h ar Gwenved, ’lec’h ma ene ’savas,
          Davedoc’h pleget gant ar gloaz,
Evit mesaat9 an tan, me zo diskennet c’hoazh.

          Deus ar c’helc’h stouvet d’an ankouazh10
An amzer dremenet ’n em zisplegas a-bezh
          Da’m spered leun a levenez.

Ma labour, ganin-me barnet ken marc’had-mat,
          A ziwane, ’vel ar greun mat,
E-touez ar minerez11, hag e donder ar c’hoad.

          Telenn ar barzh Taliesin,
– Ma lec’h zo n’e gichen hag e kichen Merzhin, –
          A grene a joa ouzh ma glin.

E lez Arzhur, dirak marc’heien didrec’hus,
          Gwisket e dir ha lugernus,
E kanis Breizh, ma bro, gant ur vouezh kalonus.

          An daoulagadoù oa gleb-dour,
Daoulagad ar varzhed, ha rae pep brezelour
          Estlammet gant an delenn aour.

Emaint o tont : klevit ar mammoù o skrijal
          E ti pinvidik, e ti paourañ :
Hennezh ’vezo un drud12, zo bugel o ouelañ.

          ***

          Prezeget ’meus an dud dister,
’Vit ma vo dastumet an ed war bep solier,
          War-benn m’arruo an amzer.

War an telennoù kozh ’meus troc’het ar c’herden,
          Kerden dir ’zo war bep telenn :
An dir gweñv ha krenus na dorro birviken.

          Er yezh komzet gant ho kouenn-dud,
O c’hwi pere a sav hirie deus an argud13,
          Kanit evit sevel ho prud.

Kalon ! War sav ! Breizhiz ! Trawalc’h skuilhañ daeroù !…
          Pa zeuio an amzer c’harv,
O telenn dir, lugern e-touez dir an armoù !

          An awen keltiek :

Ar re zo tremenet er bed, n’int ket marv :
Kavout ’refet ane’ pa « dremenfet » d’ho tro.
Kemerit skouer warne, war o doareoù mat,
Diwallit da vezañ biken trubard d’ho kwad.
D’ho tadioù marvet pe dister pe brudet,
Taolit pled da reiñ lec’h da vezañ kounnaret.
Ra vezo evidoc’h ar gwlad ’vel un harnez.
Chomit war hent ho rumm evit heuilh ar furnezh.

Mar kollit an hent-se, divezh d’ar blijadur !
N’hoc’h-unan e chomfet dindan an tonkadur.
Seul vuioc’h en-dro deoc’h e welfet bernioù tud,
Seul vuioc’h ’n em gavfet, c’hwi hag ho re, munud.
An hini e kredec’h ’oa ho kwellañ mignon
A skoio e gontell, joaüs, en ho kalon
En-dro d’ho taol, siwazh ! ’vel pe nac’hfent o gwad,
Ho pugale ’vo mut dirak ho kalonad.
En amzer dremenet, nag en amzer da zont,
Mar eo marv ar c’houn, netra ken na welont.
Met mar heuilhit an hent ken plaen ha ken ledan,
Ho peoc’h a vo skañvoc’h, bihanoc’h ’vo ho poan.
Spered an tadioù, hep ho kuitaat nepred,
Diouzhoc’h ’bellao bemdez an Droug-Spered.
Pa vefet glac’haret ’teuio eneoù mat,
Hag un dornig tener ’sec’ho ho taoulagad.

Ar c’houlz a zo arru evit Breizh bet gwasket :
Tud varv a zistro e korf hag e spered.
Meur ’hini, c’hoazh dister, e-touez ar bobl bemdez
En deus hadet enni ha nerzh ha feiz nevez.

Ar barzh n’en deus biskoazh dilezet e valc’hder,
’N ur ganañ Breizh, e vro, gant kement a zouster,
An hini ’neus brudet gouenn-dud ar Vretoned,
Hag hadet ar gwinizh a zo bremañ medet,
Brizeug zo distroet ’n ho touez, pebezh dudi !
Hogen e vouezh, garvoc’h, a ra d’ar gwad birvi.

Eur an dihun a sko hirie e Breizh-Izel ;
Spered an tadioù a gomz war bep muzell,
Eñ a c’hwezh ’n ho kalon an nerzh hag an dommder
Evit ma vo kavet Breizh-Izel ’n he braster.


5 abrant-wenn

6 tin

7 banal

8 kozh, cf. henañ

9 atizañ

10 ankouezh

11 maen-griz

12 ur gouron

13 vous que nous allons rendre enfin victorieux e galleg