Eil chabist

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, Victor Guilmer, 1837
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

19
En hanter hent etre ar gêr a Bloermel
Hag hini Joselin, brudet dre e c’hastell,
Ez oa ur bradenn plaen evel ur tapis flour,
E-harz ur wezenn derv ha tost d’ur gwazhig dour.
Ar bradenn-se a oe asinet evit plas.

20
Kent eget Beaumaner, Bambro a degouezhas :
« Pelec’h ’out-te chomet, Aotroù a Veaumaner ?
Pelec’h, eme Bambro, emañ da baotred taer ?
Aon o deus bet, moarvat, ha soñjet mat o deus,
Rak mar teuont amañ, e vezo war o reuz14 ! »

21
Ne rankfot ket gortoz, eme Robert, d’e dro,
Oc’h arruout neuze ! » Oc’h e welet, Bambro
A deu da habaskaat : « Aotroù, peseurt profit
Ho po diouzh ar gombat, hag e oufec’h gounit ?
Flastret a vo kalz tud en devezh a hiriv ;
Ar seurt ne gavfoc’h mui koulz hag i, en ho pro :
Apellomp an devezh betek m’hor bo urzh vat
Digant duk ha roue, d[a] ober ur c’hrogad. »

22
« Petra, ’me Beaumaner, Aotrounez, me ho ped,
A respontin bremañ d’ar pezh en deus komzet ?
Petra, ’me Charruël, ruz-glaou gant e gounnar15 ?
Stagañ da vat diouzhtu ! ’Vit piv hor c’hemer ?
Kement all a dud ferm, armet ha sterniet mat,
Ha mont en-dro d’ar gêr hep kemmesk na krogad !
Distreiñ evel yer gleb d’ar gêr a Joselin !…
Kement-se a rofe re a lec’h da c’hoarzhin. »

23
« Kombat a rank bezañ, hepdale, hep apell,
’Me Robert Beaumaner. Va mignon Charruël,
(Lealoc’h evitañ n’eus ket e Breizh-Izel)
A lavar e vezo ; me hel lavar ivez,
Ha den na’m dislavar ! C’hwi a soñj, marteze,
Emañ amañ ganin holl fleur ar Vretoned ?
Tud dibab ’int, m’her goar, met soursi n’ho pet ket ;
War o lerc’h e ve c’hoazh kavet ur guchenn all,
Ken start, ken c’hoantek, ken difall !
Ar re ’zo deut amañ, m’o anav a bell zo ;
Sorserezh pe ard fall ne weloc’h ket ganto ;
Met darc’hañ klok a raint. Diwallit, mar karit,
Hag harpit ouzhomp, mar gallit ;
Rak, a-barzh ar c’huzh-heol, o deveus din touet
E viot a stok-korf, marv-mik, pe kordennet ! »

24
An drompilhoù skiltrus ha sklêr, neuze souden,
A son d’ar gombat kriz. Ken pront an div vandenn,
Gant pres ha gant fiziañs, an eil enep eben
A avañs d’ar paz, ferm evel div moger maen.
Pep lañs, pep morzhol, pep kleze,
A zo savet uhel ; an heol diwar ’nezhe
A denn mil ha mil steredenn,
Pe, mard eo gwell, mil luc’hedenn.
En em tostaet ’int ; setu-i stok-ouzh-stok,
Ha bremañ mesk-ha-mesk, ha bremañ krog-ouzh-krog.

25
Ar stokad kentañ-mañ a oe terrupl-meurbet
Ha gwall doanius, siwazh, d’ar Vretoned !
Jeffrey Meslon, sonnaet, biken ne savo mui ;
Ranket ’neus Charruël da Vambro en em reiñ ;
En despet d’e nerzh bras, Tristan Pestivien
En deus bet un taol horzh, n’hell mui en em souten ;
Yann Rousselot ivez a zo hanter lazhet.
Roit, O va Doue ! sikour d’ar Vretoned.

26
Spont oa gwelet ar freuz hag ar c’hemmesk er prad.
Un taol mailh en deus bet Karo a Vodegat,
Ha Pestivien kaezh, badet gant e daol horzh,
Mezvet ha kazi dall, a gomañs krial forzh :
« Deu’t buan, Beaumaner, emaon o vont gante !
Mard an, me ’oar ervat ho pezo keuz din-me.
Ennoc’h, war-lerc’h Doue, emañ va holl fiziañs ! »
« Dalc’h mat, ’me Beaumaner, dalc’h mat ! Meur a fust lañs
A-barzh ma’z i gante, a vezo skignaouet16 ;
Meur a blatinenn arm, meur a gabell toullet. »
Ken buan hag e gomz, e labour gant e vrec’h ;
Gant e c’hleze ledan e sko ha traoñ ha trec’h :
Kement a vo tizhet, gant fas e dremm da vat,
A ranko horjellat ha ruilhañ war ar prad.

27
Herpel17 a rae Bambro hag e dud outañ ferm ;
Skeiñ a reer a nerzh-korf, an holl a c’hwez a derm.
Youstet, ne c’hellont mui : an daou rumm a reket
Ma vo un tamm ehan ’vit terriñ ar sec’hed.
Akordiñ a rejont war ar fed, ha diouzhtu
’Int deut diwar ar prad. Gant ur bannac’h gwin ruz
E gwalc’hjont o c’houzoug stanket gant ar boultrenn ;
Diouzh o zal e sec’hjont ar gwad hag ar c’hwezenn.
Neuze gwitibunan18, gant pres ha galon vat,
An daou rumm a zistro, disoursi, d’ar gombat.

28
Ken rust oe ar c’hrogad evel en dro gentañ ;
D’hor c’henvroiz e oe ken domajus dija !
Pemp-warn-ugent hepken, siwazh, a Vretoned
Ne chom bremañ ! Perak ? Daou a zo bet lazhet,
Astennet war ar geot, ha tri zo prizonied,
Hag hervez al lezenn eus an amzerioù-se,
N’hellont ket labourat gant lañs pe gant kleze
Endra vev an hini en deus o frizoniet :
Chom a rankint hep flach, a-gostez da sellet.

29
Da Robert Beaumaner e kri Jeffrey ar Roc’h :
« Ma vijen chevalier, Aotroù, e ven kreñvoc’h !
En anv Doue, ar pezh hoc’h eus din prometet ,
Sevenit19 en eur-mañ ! » « Mat ez eo ho reket,
’Me Robert da Jeffrey : marc’heg evel ar c’hiz
Ra viot, va mignon ; va bennozh d’ho kouriz20,
Amañ, dirak an holl ! Ho pet soñj en ho tad
Ha ra vo ho kleze hiriv badezet mat. »

30
Bambro, oc’h o klevet, a c’hoantaas bragal21 :
« Mui ’get un tamm kignenn, na te, nag ar re all,
Beaumaner, ne brizan ! Mar karez da vuhez,
En em rent din-me pront : emberr, da’m mignonez
Me ’raio donezon ac’hanout, hag ar priz
A ranki da baeañ ’vo graet en he diviz22 :
Kement-se, dec’h da noz, dezhi a brometis. »
« List ho brabañs23, Bambro, ’me Beaumaner raktal,
Rak hemañ ned eo ket an amzer da farsal ! »

31
War an eur, Keranraix a sailhas etrezo
Ha gant ar c’homzoù-mañ e c’hourdrouzas Bambro :
« Ro peoc’h, brabañser fall ! Birviken Beaumaner
Ne vo en da diviz endra ma welin sklêr !
Setu amañ da gont : dal, Bambro, ’me Alan ! »
Gant un taol ferm a lañs, ken pront evel an tan,
En deus tizhet ar Saoz ken na treuzas e dal.
Bambro oe douaret, hag evelkent raktal
E savas war e dreid ; met pell ne chomas ket,
Rak lañs Jeffrey ar C’hoat en deus e peurlazhet.
« Gwaskomp, ’me Beaumaner, muioc’h-mui, bugale :
Roomp bec’h d’ar re all ha list hennezh aze ! »

32
Daoust d’ar c’holl o deus graet, ar Saozon a harpas ;
Croquart da gabiten warne en em lakaas.
« Bambro, eme Croquart, n’en deus ket bet a chañs
Diouzh e huñvreoù sot na levrioù nigromañs ;
Met n’omp ket trec’het c’hoazh ! Bodit en-dro din me,
Skoazh-ouzh-skoazh evel tud, ha labourit goude.
Mallozh d’ar Vretoned mar teuont war hed lañs ! »
Marv Bambro a oe an taol a delivrañs
Da Garo, da Tristan, da Charruël ivez,
Hag o zri er c’hemmesk e sailhjont adarre.

33
Terruploc’h freuz biskoazh na taolioù pounneroc’h
Biskoazh, e bro ebet, ne klevjoc’h, ne weljoc’h !
Evel ar morzholioù a gouezh war an annev,
Stank evel ar grizilh, pa vez ur barr arnev,
O c’hlevet eus a-bell, ur c’hard lev diouzh ar plas !
Daou dimeus ar Saozon, en dro-mañ, a chomas
Sonnaet ha dilavar ; neuze un Alaman
En deveus bet e fall, ha Dardaine a Vrabant ;
Met Polard ar Breton a zo ivez lazhet,
Siwazh ! Ha Beaumaner a zo gwall pistiget24 ;
Hag eñ n’en devoa ket debret e-pad an deiz,
Rak ma’z oa ar bevar sadorn eus ar c’horaiz.
Aet e skuizh gant ar yun, gant e gouli mantret,
En deus goulennet dour da derriñ e sec’hed.
« Ev da gwad, Beaumaner, eme Jeffrey ar C’hoat,
N’az po ken a sec’hed ! » Jeffrey, gant ur gomz vat,
En deus rentet e nerzh da Robert Beaumaner ;
Asambles gant e nerzh, eo kresket e gounnar25.

34
Na-mui-na-met, ar Saoz a zalc’he bodet stank26
Hag a skoe dervek27 : ar re all war ar frank
A fiñve en-dro de’, hep gallout boulc’hañ tamm
Nag antren en o mesk. Caverley, yaouank-flamm,
Mempret evel Samson, ha Belliforz, nerzhus
Dreist an holl Saoz, a vann28 o c’hlaouioù29 arnevus30.
Hennezh gant e vouc’hal, egile gant e vailh,
A vroust, a grev, a faout, a vruzun hag a drailh
Kement a dosta re. Reuz d’hon tud-ni, siwazh !
Beaumaner e-unan a sant un enkrez31 vras.
Jeffrey ar C’hoat, diskuizh hag ampar32, her c’honfort :
« Ne vantrit33 ket, Robert ; Charruël, Rochefort,
Guill’ ar March, Tinteniac hag Olier Arel,
Start a zorn hag a vrec’h, ha Robin Raguenel,
A zo yac’h ha divloñs, ha kalz a re all c’hoazh,
Tud a-leizh da flastrañ ar Saozon war ar plas. »

35
« O ! Ma ve dindanon ur marc’h diouzh va diviz !
’Me Guillou Montalban, ur marc’h kreñv ha diskuizh ! »
O lavaret ar gomz, evel pa ve youstet,
Er-maez eus ar c’hemmesk eo bet en em dennet.
Beaumaner, gant despet, dezhañ a rebechas :
« Petra ’rez-te, Guillou ? hol lezel war ar plas
Ha re ’grogad ganeomp !… Poeltron !… Te ha da dud,
Evit an torfed-mañ a gounezo gwall vrud ! »
« Labourit, Beaumaner, m’ho ped, eme Guillou :
Bremañ souden, aotroù, e klevfot va c’heloù ! »
Ur marc’h en doa gwelet er-maez eus an dachenn,
Sterniet e c’hiz ma faot, ’forzh piv ar perc’henn34 :
War e gein eo lammet Montalban, ha, diouzhtu,
En deus broudet35 e flank ken a strink ar gwad ruz ;
Krog dervek en e lañs, en ur stouet e benn,
A-benn-herr36 war ar Saoz e kouezh evel un tenn.
Seizh en deus diskaret gant an heurtad kentañ ;
O tont en-dro, tri all zo bet ruilhet gantañ.
Echu bremañ d’ar Saoz ! Bremañ e rankont koll ;
Du-mañ, du-hont emaint a stok-korf kazi holl.
Bretoned, grit ho choaz bremañ war ar Saozon :
Lazhit-o, ransonit pe kasit d’ar prizon
Kement a zo chomet e buhez anezhe !

36
Evel-se ’echuas ar gombat terrupl-se.
Ar re diouzh ar Saozon n’hellint ket gwarantiñ
Arc’hant o liberte, a ranko anduriñ,
Gortoz en ereoù ma teuio ur mignon
Da zegas diouzh o bro ar priz eus o ranson.

37
Da genderc’hel ar soñj en amzer da zonet,
Eus ar gombat kriz-mañ, ur groaz oa bet savet
War al lann hanter-hent pa’z aer da Bloermel ;
Met re dister e oa ar groaz ha re izel :
Bremañ c’hwezek vloaz zo, ’eus savet en e flas,
Gant mein benerezh37 kaer, un tour uhel ha bras.
Soñj a ve, p’her gweler, eus an tregont Breton
A difennas hor bro a-enep ar Saozon.

38
Pedomp DOUE an Tad hag e Vab, hor Salver,
Pa zeuy da fin ar bed, evit bezañ barner,
Ma sello a druez ouzh eneoù ar re
A gollas o vuhez e-barzh ar brezel-se.

 


14 pour leur malheur (de Goësbriand)

15 gounner

16 brisé en éclats (de Goësbriand)

17  harpañ

18 promptement (de Goësbriand)

19 sevenit, de seveniñ : accomplir sa parole (de Goësbriand)

20 ma bénédiction à votre ceinturon (de Goësbriand)

21 faire le gentil, faire le beau (de Goësbriand)

22 à sa discrétion, à son idée. Ce mot se retrouvera en ayant l’une ou l’autre de ces deux acceptions (de Goësbriand)

23 laissez vos forfanteries (de Goësbriand)

24 blessé d’un coup de pointe (de Goësbriand)

25 gounner

26 serrés comme un essaim d’abeilles (de Goësbriand)

27 dervek vat : vigoureusement, dur comme chêne (de Goësbriand)

28 de bannañ : secouer, brandir, lancer (de Goësbriand)

29 pluriel de klaou : outil, arme (de Goësbriand)

30 adjectif composé d’arnev, orage, et de euzhus, effroyable, épouvantable, comme qui dirait terrible comme la foudre (de Goësbriand)

31 angoisse, anxiété (de Goësbriand)

32 leste, agile (de Goësbriand)

33 de mantañ : défaillir (de Goësbriand)

34 n’importe qui en est le propriétaire (de Goësbriand)

35 de broudañ : aiguillonner, piquer, larder (de Goësbriand)

36 avec élan, avec impétuosité (de Goësbriand)

37 pierres taillées (de Goësbriand)