Chabist kentañ

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, Victor Guilmer, 1837
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

1
Ur werz pell amzer zo bet skrivet e galleg,
Hag a dlefe pell zo bezañ e brezhoneg,
A glevfot1, mar gallan, ha poent a-walc’h e ve ;
Rak e Breizh, en ho pro, ha va hini ivez,
Eo c’hoarvezet an taol p’hini a zisklêrian :
Biken ne vo kanet kaeroc’h taol evitañ.

2
Ar Saozon a zo bet (c’hwi her goar) a-viskoazh
Adversourien hor bro, ha bepred ez int c’hoazh.
Meur a grogad zo bet etrezo hag hon tud,
Krogadoù rust-meurbet, e lec’h ma kroget mut3 !
Met e-touez kement all, biskoazh gwashoc’h brezel
Eget etre ar Saoz a zalc’he Ploermel
Hag ar Vretoned taer, oc’h ober gwarnizon
Gant Robert Beaumaner, a gentañ gwad Breton,
Er gêr hag er c’hastell brudet a Joselin,
Evel ma’z hel lenner skrivet war parchimin.

3
Er bloavezh mil tri c’hant hanter
Abaoe ma’z oa deut er bed-mañ hor Salver,
Ar Saoz a Bloermel a lakae an tan gwall
En tiez war ar maez ; a lazhe ar chatal ;
Gwaskañ tudigoù paour, dinoaz ha disouten ;
Ha biskoazh n’o devoe na gourdrouz, na kelenn
Digant o mestr Bambro, ken didruez hag i !
Beaumaner a glevas an hirvoud hag ar c’hri
Eus an dud glac’haret. Gloazet gant doan e vro,
E c’houlenn andiañs digant ar Saoz Bambro.

4
« Setu me deut d’ho kaout, ’me Robert Beaumaner,
D’ober klemm ; rak ho tud a zistruj ar c’harter.
Mar grevit an ezec’h, a belec’h ho pezo
Nag ed, na kig ivez ? Ha ret mat a vezo
Deoc’h-hu kerkoulz ha din, deomp-ni tud a gleze,
Arat, mediñ, dornañ ha skuizhañ, marteze !
Touit eta pelloc’h ne gwaskfot e nep seurt4
Ar geizh diwar ar maez ! Pe Charlez pe Montfort
A vezo duk e Breizh, petra ’ra se dezho ?
Grit brezel ouzhomp-ni, espernit anezho ! »

5
« Tavit war ar poent-mañ, eme neuze Bambro,
E difrom c’hwezhet frank ; va selaouit d’ho tro :
Bezit kontant, Aotroù Beaumaner, pe fachet,
Grit ar pezh a garoc’h, Gallaoued, Bretoned,
Va roue-me a vo mestr e Frañs hag e Pariz,
Ha Montfort a vo mestr war an dukaj a Vreizh,
War kement ’zo etre Pontorson ha Gwened,
Adalek Sant Vaze tre betek an Naoned ! »

6
Echu e gomz gantañ. Robert, hep koll amzer,
A zistro ouzh ar Saoz, evel-henn ken seder :
« Soñjit, Bambro, soñjit un huñvre all,
An huñvre-se zo soñjet fall ! »
Na dre gaer, ne dre as5, birviken, kredit se,
Hanter troadad douar e Breizh-Izel n’ho pe !
List6 ho kombat, Aotroù !… Alies, paotred balc’h7,
Goude prometiñ re ne reont ket a-walc’h !
Mar plij deoc’h ar gombat, ar c’hemmesk hag ar gwad,
Setu amañ ho ten !… Parlantit ur ger mat !
Mar karit otramant e c’hellomp ober gwell :
Asinomp un devezh evit ober brezel
Gant tregont a bep tu, tri-ugent pe ouzhpenn,
Ma vo gwelet pere a vo mestr en dachenn ! »

7
« Mat eo, eme Bambro ; ra vo graet evel-se ;
Tregont eus va faotred ouzh tregont eus ho re ;
Pep a varc’h dindano !… » Hag o daou, war o le,
Beaumaner ha Bambro o deus kemeret deiz
Evit ar gombat rust etre Bro-Saoz ha Breizh,
Hep trucherezh, na chalm, nag ardoù disleal.
Pedomp Doue an neñv, n’eo na bouzar, na dall,
Ma teuy ar gwir da vat hag ar gaou kaout e fall !

8
Distro da Joselin, Robert a Veaumaner
(E dal zo diroufenn, e zaoulagad seder)
Ken buan da gement na marc’heg8, nag aotroù,
E tisklêrias penaos oa c’hoarvezet an dro ;
E kontas ger-da-c’her, hed-a-hed, kement kaoz
A oa bet etrezañ hag ar c’habiten saoz.

9
« Tudchentil, klevit mat : etre me ha Bambro,
Kombat zo asinet gant tregont eus va bro
Ouzh tregont eus e re. Hag e vankfe din kant,
Me o c’havfe souden, paotred start ha vailhant,
Mat da skeiñ gant al lañs pe gant ar c’hleze hir,
Gant kontellasenn verr, pe gant ar vouc’hal dir.
Ya ! Me ’gavfe kant, mat a vrec’h hag a zorn,
Ha dispont a galon, ha kalet a askorn ! »

10
« Aotroù Robert, eme raktal ar Vretoned,
Soudarded, marc’heien koulz hag ar baroned,
Ni hoc’h heulio laouen evit diskar Bambro
Hag ar re ’zo gantañ o glac’hariñ hor bro.
N’o devo nag arc’hant, na ranson diganeomp,
Rak ni zo gouest da skeiñ a-droc’hioù9 hag a-blom.
Fizit war hon divrec’h hag hor c’halonoù taer ;
Ha bremañ grit ho choaz, Aotroù a Veaumaner. »

11
« Tinteniac da gentañ : ra vo Doue meulet !
Guyon a Rochefort ; Charruël mat anvet ;
Guillou ar March goude ; Robin a Raguenel
A vo ganeomp ivez, hag Olier Arel,
Ur Breton ferm mard eus ! Karo a Vodegat ;
An den brudet-meurbet Jeffrey, aotroù ar C’hoad ;
Ar chevalier Hüon a Sant Ivon ;
Bremañ, Yann Rousselot, taer evel ul lëon.
Setu nav chevalier, ha va-unan zo dek.
Eus a izeloc’h renk, bremañ, hep kaout abeg,
Guillou a Montalban en deus va c’hentañ choaz,
Hag Alan Tinteniac, c’hwi ’oar hemañ zo gwaz !
Tristan Pestivien, istimet gant an holl ;
Alan a Keranraix ; goude, e eontr Loll ;
Fontenay a Goyon, gant o c’hlezeier hir,
A ranko diskouez deomp pelec’h ’mañ ’r gwellañ dir !
Capus ar Fur, ’michañs, ne ankounac’hain ket ;
Jeffrey dimeus ar Roc’h a vezo marc’hekaet,
Perak ? Budig, e dad, en deus brezelekaet
Betek Konstantinopl gant enor ha kouraj !
Ma ve Saozon Bambro evit ober domaj
Da baotred mempret evel-henn,
Biken kleze na lañs ne dlefent mui dougen ! »

12
Robert a Veaumaner en deus choazet goude
Jeffrey Polard ; Mauris Tresiguide ;
Guyon Pontguen ; Jeffrey eus a Meslon ;
Mauris ar Parc, gant Beaucorps, e vignon ;
Guillou al Lann ; Serent ; Richard ivez ;
Olier Monteville, brudet evel den kreñv.
Setu i anvet holl, hag i holl o stouet,
Gant respet, Beaumaner o deus trugarekaet.

13
Ra zeuy bremañ Doue, mestr ha krouer an holl,
Da viret n’o devo droug, dizenor pe koll :
Ra zeuy, er c’hontrol, pep gwall chañs
War soudarded Bambro, distruj ha dismegañs !

14
Bambro, diouzh e gostez, evit sevel tregont
En deveus bet kalz poan, setu amañ ar gont :
Caverley ; Knollis ha Croquard ;
Yann Plesanton ha Richard ar Gaillard ;
Helcoq, e vreur, ha Jennequin Taillard ;
Repford ; Richard ar Lann ; Thomas a Belliforz,
Pehini n’en em gann nemet a daolioù horzh,
Ugent lur zo enni ha pemp lur all ouzhpenn :
An neb a vo tizhet ganti diwar e benn,
Na bara, na gwastell ne debro birviken !
Clamaban, gant ur falz dibalamour ha vil,
Leun a gleizhier, a broudoù war e c’hil10,
Kamm ha garv, distailh a dremm,
Hag e beg zo meurbet lemm :
War-lerc’h ar falz kriz-se n’en deus remed ebet !
Betonchamps ; Heroüard a oe goude choazet ;
Hüalton alaman ; Marechal a Vitart ;
Isannay an hardizh ; Robinet Melipart ;
Rango ; Robin Adez ; Trussel hag Helluchon ;
Dagorn kriz evel tigr, eus a vro ar Saozon,
Hon eus anvet ugent ; c’hwec’h alaman ivez.
Pevar eus a Vrabant a oe savet goude :
Ganelon ; Guill’Gaillard ; Dardaine hag Aspremont.
Setu merket bremañ anvioù an tregont.

15
Kouraj ha nerzh a-leizh o deus an tregont Saoz,
Sterniet penn-kil-ha-troad11, laset klenk, armet kloz,
Ne vank dezhe na kabelloù12 houarn,
Da diwall penn ha divskouarn,
Na chupenn arm13, na maneg ler,
Na kleze hir, na kontell verr,
Na lañs beg-lemm, na falz, nag horzh pounner,
Hag e touont, en anv hor Salver,
Penaos Beaumaner hag e dud
A vo dizale lazhet mut !

16
Met, dimeus e gostez, an den fur Beaumaner
Da Zoue ha d’ar Sent a gouestle an afer.
Deut an termen, deut an deiz,
Robert en deus galvet ar paotred eus a Vreizh :
Oferenn a glevjont, hag holl ’int absolvet.

17
« Bremañ, chevalerien, baroned, soudarded,
C’hwi ’oar, eme Robert, e pretant ar Saozon
Ober o mestr warnomp ; met bezomp dispouron !
Startomp c’hwek, dalc’homp mat an eil ouzh egile ;
Ar viktor a vo deomp gant sikour hon Doue !
Digant an duk a Vreizh, p’hini en deus hol le,
Ar Frañs holl, an dukez, p’hini zo kar din-me,
Hor bezo da viken joa, enor ha brud vat.
Mar teu eta Bambro er-maez dimeus ar c’hoad,
Prometomp war hor feiz, penaos hiviziken
Hini deus e lignez n’her gwelo o pourmen ! »

18
Ouzh e tregont, Bambro, balc’h ha leun a vrabañs,
A lavare : « Me ’meus tennet va nigromañs ;
Levr ar sorser Merlin am eus lakaet da lenn,
Pehini a bromet e chomo an dachenn
Ganeomp, hag ar profit an devezh a hirie :
Breizh a vo da Montfort hag ar Frañs d’hor roue :
Beaumaner hag e dud a zo deomp-ni abred ;
Fenoz o welfot holl lazhet pe prizonied. »
Evel-henn e soñje, evel-henn e komze,
Met Doue her c’hleve hag hen dislavare.

 


1 a glevoc’h — displeget e vez alies evel-se.

2 « Pevar bloaz zo ’oa dimezet pa varvas Yann III, hep lezel ur bugel da zougen e gurunenn war e lerc’h. An daou gar tostañ dezhañ oa Yann Montfort, e hanter-vreur, pried Janed Flañdr, ha Janed Breizh, e nizez, pried Charlez Bleiz. Gwirioù Charlez Bleiz ha re Yann Montfort, her-vez barnerien an amzer-se, a oa keit-ha-keit ; gant aon d’ober gaou ouzh hini ebet, Yann III ne fellas ket dezhañ anaout re ar c’hentañ kentoc’h eget re an eil ; pa vije komzet a se dezhañ war e dremenvan, e lavare : En an’ Doue, lezit ac’hanon e peoc’h ; n’houl’an ket sammañ ma ene. Goude e varv, ar Vretoned en em rannas e div gostezenn : hini Bleiz, harpet gant Bretoned Breizh-Uhel ha gant ar C’hallaoued, hag hini Montfort, harpet gant Bretoned Breizh-Izel ha gant ar Saozon. Ar brezel a zirollas hag ar gwad a ruilhas e pevar c’horn ar vro. » Yann-Vari Perrot, Buhez ar Sent.

3 crocher en silence comme font les bouledogues, crocher dur (de Goësbriand)

4 sort

5 de gré ni de force (de Goësbriand)

6 lezit

7 arrogant (de Goësbriand)

8 chevalier, pluriel marc’heien (de Goësbriand)

9 à tour de bras, par-dessus l’épaule (de Goësbriand)

10 kil : le dos d’un sabre, le dos de la main, la nuque (de Goësbriand)

11 équipés tête, nuque et pieds, c’est-à-dire de pied en cap (de Goësbriand)

12 coiffure, couvre-chef (de Goësbriand)

13 jupon d’airain, cotte de mailles (de Goësbriand)