Diouzh an noz

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 21/01/1912
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’ar gwir Vreizhad J. C.

Ridet* dindan un aezhennig,    [transi]
Ar stêr a red ’n ur vouskanañ,
Hag evit selaou he mouezhig,
An evned zo tavet bremañ.

O ! pa ve ken sioul ar maezioù,
Ken kaer al loar a-us d’ar roz,
Nag e plij din dont a-wechoù
Da eñvoriñ e-kreiz an noz !

Dirak ar stered lugernus,
Bokedoù hadet gant Doue,
Ma spered a chom huñvreüs,
Ma c’halon ’ve seder ivez.

Ma ’mije telenn ur barzh kozh,
Stardet mat dezhi he c’herden,
Neuze me ’ganje, diouzh an noz,
Er park, er roz hag en draonienn.

Me a ganje Doue ha Breizh,
Ma dousig koant, ma mignoned,
Me a savje sonioù e-leizh,
E yezh dispar ar Vretoned.

Siwazh, ma zelenn zo doanik,
He mouezh ne ra nemet krenañ,
Heñvel eo ouzh ur bugelig
Pell diouzh skoazell e c’hoar henañ.

Ha koulskoude, kaerder an noz
’Ra da’m c’halon tridal em c’hreiz,
Ha kanañ ’vel ar varzhed kozh :
Holl ’vit Doue ! Holl evit Breizh !

    E.P.H. Martolod